Tiez eus ar Marevezh Yayoi, adsavet e kêriadenn Oku, e kêr Setouchi, prefedelezh Okayama.

Ar boblad Yayoi (japaneg : 弥生人 Yayoi hito) a oa ur boblad a zivroas da Enezeg Japan adalek ar bloavezhioù 1 000 – 800 KAB. Eus Ledenez Korea e teue ar braz eus an dud-se, hervez dielfennadurioù dre garbon-14.[1],[2]
Nebeut-ha-nebeut e kemerjont lec'h ar boblad Jōmon a oa henvroidi an enezeg chomet hemolc'herion-kutuilherion ; a-feur ma'z aloubent an enezeg en em veskas ar Yayoi gant ar Jōmon, en doare ma tiskenn holl Japaned ha Japanezed eus an div boblad, ar genennoù Yayoi o vout trec'hel (≥ 75%)[3],[4] Dav eo merkañ ez eo anatoc'h e Japan ar Su eget en Norzh, ma'z eo ar boblad Utari tostoc'h d'ar Jōmon.[5].

Orin

Meur a c'houlakadenn zo a-zivout orin ar boblad Yayoi.

Lod genennoù a zo boutin hiziv da Goreaniz, Japaniz ha lod Manchoued zo merkoù ar sevenadur a oa e delta ar Yangtze ; pan eas ar sevenadur-se war ziskar, meur a boblad a yeas war-du ar C'hornôg hag an Norzh, betek Enezeg Japan, Korea ha Ledenez Shandong.[6] Japaniz a-vremañ, a anver "ar bobl Yamato" (大和民族 Yamato minzoku) ha "Wajin" (和人 "pobl Japan") zo kerent-tost da Goreaniz ha d'ar boblad Han e Sina[13],[14].

Dre zielfennañ TDN mitokondriel ar boblad Jōmon ha hini Japaniz a-vremañ ez eus bet kavet un digendalc'h etre ar Marevezh Jōmon (Japan, c. 14 000 – 300 KAB), ar Marevezh Kofun (Japan, c. 358538) hag ar Marevezh Han (Sina, 202 KAB – 220), ar pezh a ziskouez e kemmas genom Japaniz kent ar Marevezh Kofun[15],[16].

Er bloaz 2019, ur skipailh renet gant an denoniour Kanzawa-Kiriyama Hideaki a ziskwelas eus eus etre 9 ha 13% a c'henennoù jōmon e Japaniz a-vremañ, betek 27% en Inizi Ryūkyū, ar peurrest eus o genom o tont eus ar boblad Yayoi[17].

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Pennadoù kar

Notennoù

  1. Schirokauer, 1978.
  2. Crawford, 2012.
  3. Hudson 1999.
  4. (en) The Genetic Origins of the Japanese. Kavet : 02/05/2021.
  5. Henshall, 2012.
  6. 6,0 ha6,1 Sakitani, 2009.
  7. (en) Yayoi linked to Yangtze area. Kavet : 02/05/2021.
  8. (ja) ((cite web|url=https://web.archive.org/web/20170826072646/http://21coe.kokugakuin.ac.jp/modules/wfsection/article.php?articleid=66 |title=ロシア極東新石器時代研究の新展開 (Kavadennoù nevez en imbourc'h Nevezoadvezh ar Maen e Rusia ar Reter-Pellañ)|accessdate:02/05/2021]
  9. (en) Australian National University.
  10. An eil familh yezhoù er bed eo ar yezhoù aostronezian, 1 268 anezho, a vez komzet en Indonezia, e Madagaskar, e Zeland-Nevez hag e Taiwan.
  11. Kumar, 2009.
  12. Kenzaburo, 2004.
  13. (en) Siska, Veronika & al.. Genome-wide data from two early Neolithic East Asianindividuals dating to 7700 years ago. In : Science Advance, Levrenn 3, niv. 2, 01/02/2017 • Lenn en-linenn.
  14. (en) Wang, Yuchen & al.. Genetic structure, divergence andadmixture of Han Chinese, Japaneseand Korean populations. In : Hereditas niv. 55, 19 – 2018 • Lenn en-linenn. Kavet : 02/05/2021.
  15. Murphy-Shigematsu, 2006.
  16. Willis, 2008.
  17. Kanzawa-Kiriyama &al., 2019.


 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける