Ar Bikted a oa ur bobl, pe marteze un toullad pobloù, pe veuriadoù, en hanternoz Enez Vreizh da vare an Impalaeriezh roman, en hanternoz da broviñs roman Britannia ha da voger Hadrian. Dont a ra o anv eus an anv Picti, a veze graet anezho gant ar Romaned. Perzh a gemeras ar Bikted en istor hen Bro-Skos betek ar bloavezhioù 900 ha krouidigezh Rouantelezh Alba, a-raok bezañ gouezelaet dre unvaniezh ar pobloù piktek ha gouezelek e-barzh Alba, ma teujont holl da vezañ Skosiz.
Kavet e veze Pikted tro-dro da Vro-Skos an hanternoz hag ar reter, e-lec'h ma kaver broch-où (kreñvlec'hioù, gwelit (en)), anvioù-lec'h predenek ha mein pikt, e norzh ar stêrioù Klud ha Forth. Krediñ a reer e oa ar Bikted hêred ar Galedoned, ar pobloù all anavezet gant ar Romaned, met tabutoù zo c'hoazh evit gouzout piv e oa ar Bikted. Ur yezh predenek e oa ar pikteg, hervez ul lodenn vras eus ar skiantourien ; marv eo ar pikteg bremañ.
Anavezet e vez ar Bikted kozh dre an henoniezh peogwir n'o deus lezet netra skrivet pe dost. Goude ar VIvet kantved e vezont anavezet dre destennoù evel hini Beda Venerabilis Historia ecclesiastica gentis Anglorum, buhez ar Sent pe vloazdanevelloù iwerzhonek.
N'ouzer ket pe anv a roent diwar o fenn[1], met meur a anv o deus e yezhoù all.
Picti a veze graet anezhe e latin, da gentañ gant Eumenius e 297, ma soñjed e talveze kement ha «tud livet» (eus al latin pingere "livañ", pictus "livet" ; sellit ouzh ar gresianeg πυκτίς "skeudenn"). An anv-se a veze graet gant tud proviñs Britannia, ha gant menec'h Angl ha Saoz, eus tud a veve en hanternoz stêr Klud ha stêr Forth etre an IIIde kantved ha kreiz an IXvet kantved. Bec'h o deveze ar Romaned gant pobloù an hanternoz, ar re a oa o chom en tu all da voger Hadrian. Livañ o dremm a rae ar vrezelourien, war a seblant.
O anv e Hensaozneg[2] en deus roet o anv e Skoteg, Pechts, hag e Kembraeg kozh, Fichti. E skridoù en Heniwerzhoneg a veze graet Cruthin (Cruithne en Iwerzhoneg a-vremañ) eus ar Bikted ha eus ur strollad tud a veve e Bro-Ulad (hep liamm diskouezet mat etrezo a-du-all)[3]. Gant meur a skiantour e vez kredet e teu an anv-se eus *Qritani, a zo an doare Q-keltiek evit ar *Pritani P-keltiek[4], en doa roet Britanni, an anv latin evit ar Vrezhoned[3][4][5]. Evit tud zo ez eo Cruthin an anv roet d'ar Vrezhoned a veve en hanternoz Moger Hadrian ha ne oa ket aloubet gant ar Romaned[5].
N'ouzer ket kalz a dra diwar-benn ar Bikted. Moarvat e tegouezhas ar Bikted a-raok ar Vrezhoned.
Met n'o deus ket peawel gant pobl ar Biktoned e Galia, nemet marteze ar wrizienn *pict-, ha n'eo ket sur eo keltiek anv tud Enez Vreizh.
Daou dra all a chal spered ar glaskerien :
Rak mont a reas ar Bikted da get pa vedo Skos o sevel er Grennamzer, war-dro an IXvet kantved, enteuzet moarvat gant ar Skoted.
Deuet e vije ar Bikted koshañ eus an douar-bras war-dro fin ar Ragistor, marteze war-dro ar c'hentañ milved kent JK. Kentañ meneg a gaver anezho eo gant ar prezegour brezhon Eumenius, e 297: « gant an Hibernii (Iwerzhoniz) », emezañ, « ez int enebourien d'ar Vrezhoned ». N'ouzer ket penaos a oa bet savet kengevread ar Bikted e-pad an Henamzer diwezhañ ((en)), marteze e oa deuet ar Bikted da unvaniñ evit stourm ouzh ar Romaned. E-pad prantad aloubiñ Enez Vreizh e veze komzet eus Caledonii[6] evit an dud a oa o chom en hanternoz an enez, er menezioù, evel ma oant meneget gant ar jeneral roman Julius Agricola e 80[7], daoust ma oa pobloù all o vevañ eno evel ar Verturiones, an Taexali hag ar Venicones. An anvioù-mañ, nemet hini ar Galedonii, a oa marteze anvioù adtapet digant ar Vrezhoned pe ar C'halianed. Kavet ez eus bet ur maen m'emañ skrivet anv Caledonii war ur bez, ar pezh a ziskouez eo gwir an anv-mañ.
Kregiñ a ra istor ar Bikted da vezañ skrivet e-pad ar Mareoù Teñval. Etre teir fobl e oa rannet an douaroù a zo Bro-Skos bremañ : restajoù ar Vrezhoned er C'hreisteiz e Ystrad Clud hag e Gododdin, pobloù gouezelek e c'hornôg, e Dál Riata, hag ar Bikted e Bro-Bikt (Pictland e saozneg), en Hanternoz hag er Reter. Deuet eo an Angled da vezañ kreñv a-walc'h evit aloubiñ Gododdin hag un dañjer evit ar Bikted hag ar re all gant o rouantelezh vras, Rouantelezh Northumbria, a drec'has meur a wezh ar C'houezeled e penn kentañ ar VIIvet kantved, da skouer. Paeañ a rae ar Bikted un truaj dezho betek ren Bridei map Beli en doa trec'het an Angled en Emgann Dunnichen. Eno e oa bet harzet astenn an Angled a oa mistri war Bro-Skos ar c'hreisteiz betek fin mare ar Bikted.
Deuet eo ar Rouantelezhioù Pikt a-benn da vestroniañ Rouantelezh Dál Riata e-kerzh ren Óengus mac Fergusa (729-761), ha goude-se e oa gwan-tre ar rouantelezh ouezel daoust ma oa Rouaned dezhi c'hoazh[8]. Caustantín mac Fergusa (793-820) en deus lakaet e vab Domnall war kador Dál Riata (811-835)[9]. E-pad ar mare-se o doa klasket ar Pikted mestroniañ Brezhoned Alt Clut, met ne oant ket deuet a-benn d'en ober[10].
Troet eo bet an traoù penn-da-benn gant ar Vikinged en Iwerzhon, Enez Vreizh hag e Bro-Skos ivez evel-just. Distrujet a oa bet Dál Riata pa oa savet Rouantelezh an Inizi gant Ketill Flatnefr e-kreiz an IXvet kantved, evel Northumbria a oa aloubet gant Rouantelezh York. Evit Ystrad Clud a oa diaes an traoù ivez. Lazhet e oa bet Roue Fortriu Eóganan mac Óengusa, Roue Dál Riata Áed mac Boanta ha kalz a dud all e-pad un emgann a-enep Tud an Hanternoz e 839[11]. Sevel a reas Cináed mac Ailpín diwar an dizeur-mañ hag e diegezh a renas war ar Rouantelezh Pikt e-pad e vloavezhioù diwezhañ betek krouidigezh Rouantelezh Alba, daoust ma oa Cináed nemet Roue ar Bikted ha neket krouer Alba.
E-pad ren mab-bihan Cináed Caustantín mac Áeda (900-943) e teuas Rouantelezh ar Bikted da vezañ Rouantelezh Alba. Marteze e oa Alba an anv a veze roet d'an douaroù-se gant ar Bikted, ha neuze ne oa ket ur c'hemm bras, met peogwir n'ouzer ket petra e oa anv ar Bikted evit ar Bikted o-unan, n'eo nemet martezeadennoù. Ar pezh a chom eo gouezelekadur ar Bikted, a oa kroget rummadoù a-raok, hag a gendalc'has betek ma'z eas ar Bikted hag o yezh da get, marteze e-kerzh an XIvet kantved[12]. Diwezhatoc'h e teuas ar Bikted e-barzh ar mojennoù istorel[13].
N'eo ket anavezet mat mare kentañ ar Bikted, met diwezhatoc'h e oa meur a roue ha rouantelezh o rannañ Bro-Bikt, alies gant ur roue meur hag a vestronie ar rouaned vihanoc'h[14]. De Situ Albanie, a voe skrivet diwezhatoc'h, ar C'hronikoù pikt, an Duan Albanach ha mojennoù Iwerzhon a ro ur skeudenn eus Bro-Bikt gant seizh rouantelezh. Ar re e tev zo anavezet evit bezañ rouantelezhioù, ar re all a c'hall bezañ kavet e testennoù ar mare pikt.
• Fortriu, a oa war-dro rannvro Moray, a oa ivez douaroù ar Verturiones anavezet gant ar Romaned[15].
• Fotla, Atholl er mare-mañ (Ath-Fotla)[16].
• Fib, a zo Fife bremañ, anevezet evel "Rouantelezh Fife" bremañ.
• Circinn, lec'hiet marteze en Angus hag ar Mearnoù a-vremañ[17].
• Ce, lec'hiet e Mar ha Buchan a-vremañ.
• Cait, lec'hiet e Caithness ha Sutherland a-vremañ.
• Fidach, n'ouzer ket pelec'h e oa.
Rouantelezhioù bihanoc'h a oa ouzhpenn ar re-mañ marteze. Arouezioù a ziskouez e oa ur rouantelezh pikt bennak en Inizi Orc'h[18]. Al levr kozh De Situ Albanie n'eo ket an hini gwellañ evit reiñ deomp ar wirionez, ha niver ar rouantelezhioù (a zo 7, unan evit pep mab Cruithne, diazezer ar Bikted) a zegas disfiziañs peogwir eo an niver-se un niver mojennel[19]. Koulskoude e c'hellomp lavarout ne oa ket unanet ar Bikted penn-da-benn.
E-pad istor ar Bikted (da nebeutañ an hini a oa skrivet e-barzh ar C'hronikoù) e oa peurvuiañ rouantelezh Fortriu an hini a oa e penn ar jeu, betek lakaat ar skiantourien da soñjal e oa roue Fortriu ha roue ar Bikted ar memes den. Kredet e veze e oa lec'hiet Fortriu war-dro Perth ha Strathearn, met labourioù nevesoc'h a ziskouez e oa lec'hiet e Moray, a oa kalz brasoc'h eget kontelezh Moray a-vremañ[20].
Alies a vez lavaret e veze graet gant ar Bikted susit dre ar vamm, hervez mojennoù Iwerzhon hag asuradenn Beda en e istor. Koulskoude a oa bet lâret gant Beda e veze implijet an doare-se ral a wezh[21]. Rouaned ar Bikted da vare Beda a oa Bridei ha Nechtan, mibien Der Illei, o doa goulennet kador ar Bikted dre o mamm (Der Illei) a oa merc'h ur roue pikt[22]. En Iwerzhon e veze heuliet ur roue marv gant un den e oa e dad-kozh ur roue gwezhall[23]. Ur roue ne veze ket heuliet gant e vab dre ret, ha ne oa ket abalamour d'an doare pikt d'ober ar susit, met peogwir e veze dibabet ur breur pe ur c'henderv a oa an diazez hag an aotrouniezh ret evit bezañ ur roue dezho[24].
Kalz he deus kemmet natur ar roueelezh e-pad mare ar Bikted. Er penn kentañ e ranke ar rouaned ober berzh e brezelioù a-benn kaout aotrouniezh a-walc'h evit chom war ar gador. Goude-se e teuas ar roueelezh da dibersonelaat ha da vezañ lezenneloc'h. Da vare Rouantelezh Alba e oa diazezet ar roueelezh war an Iliz, ha nebeut a diegezhioù a c'halle kontrolliñ ar mont da roue, ar pezh en doa roet ur stabilded pa oa diaesoc'h an traoù e Dál Riata ha Northumbria, en abeg d'o c'hudennoù stabilded nevez dres a-walc'h[25].
Kredet e vez e teue ar Vormaered da vare ar Bikted, daoust ma oa bet eilet diwar implijoù eus Northumbria[26]. N'eo ket sklaer hag-eñ e oa ar Vormaered ez-rouaned pe pennoù-bras, pe ur meskaj. Eus an Angled e teu ar c'hontelezhioù pikt ivez moarvat[27].
Dre an henoniezh dreist-holl ez anavezer ar Bikted. Diskouez a ra an arouezioù henoniezhel n'eo ket gwall disheñvel kevredigezh ar Bikted diouzh hini ar C'houezeled, hini ar Vrezhoned ha hini an Angled, pe hini ar Saozon zoken[28]. Gallout a reer keñveriañ gant kevredigezhioù keltiek all, evel hini Galia rak-romanekaet, pe hini Iwerzhon an XIIIvet kantved, met n'haller ket mont re bell evelkent rak disheñvel a-walc'h int diouzh kevredigezh Pikted ar VIvet kantved.
Evel un tamm mat eus pobloù Europa an hanternoz en Henamzer e oa ar Bikted peizanted a veve e kumuniezhioù bihan. Arouezioù a binvidigezh e oa ar chatal hag ar c'hezeg, pa oa niverus ar moc'h hag an deñved. Peuriñ-dibeuriñ a veze graet ivez. Bihan e oa al loened e-keñver re ar mareoù goude, met kaset e veze kezeg eus Enez Vreizh da Iwerzhon evit lakaat ar re hengounel da vezañ brasoc'h. Hervez mammennoù iwerzhonek a oa ul lusk evit brasaat al loened, ar pezh a c'hallje bezañ c'hoarvezet e Bro-Bikt ivez. Skulterezhioù a ziskouez abadennoù chaseal gant chas, met gant falc'huned ivez, ar pezh a zo disheñvel e Iwerzhon. Gwinizh, heiz, kerc'h ha segal e oa an edoù a veze debret. Kaol, ognon, pour, piz, fav, irvin, karotez a oa al legumaj, hag ivez reoù n'int ket gounezet en Europa bremañ, evel ar panez sukret. Kignen, linad ha beler ar c'hellfe bezañ dastumet war ar maez. An armerzh pastor a dalv e veze graet kalz a dra gant kroc'hen ha lêr. Gloan e oa ar vammenn bouezusañ evit ober dilhad, met lin a veze bet implijet ivez. Pesked, boued-aod, reuniged ha balumed a veze kignet war an aod. Gant tud ar bobl e veze debret kig al loened maget ha boued-laezh, pa veze debret kig chaseet gant an dud a zere uhel er gevredigezh — pe kig maget, met pinvidikoc'h evelkent[29].
Ne chom annez pikt ebet heñvel ouzh ar re a zo bet kavet e-kichen an oppidumoù e Galia pe e kreisteiz Enez Vreizh, na dismantroù kêr ebet. Kêriadennoù bras a-walc'h a oa bet kavet e-kichen kastelloù rouaned evel hini Burghead[30]. N'eus kêr ebet anavezet e Bro-Skos betek an XIIvet kantved[31].
N'anavezer ket mat an deknologiezh a veze implijet bemdez, met tost da hini Iwerzhon ha Bro-Saoz an Angled hag ar Saozon e rankfe bezañ. Milinoù-dour a veze implijet[32], hervez arouezioù kavet gant an henoniezherien, ha fornioù ivez[33].
Evel laeron-mor e veze anavezet ar Bikted e fin an Henamzer gant Romaned Enez Vreizh, met ret eo derc'hel soñj a oa skañv-tre harz etre bezañ laeron-mor ha bezañ marc'hadourien betek fin ar Grennamzer. Moarvat a oa ar Bikted un tamm eus an daou du. Alies e vez lâret a oa kenwerzh war e ziskar da vare fin ar Henamzer, se zo mont re bell avat. N'eus ket kalz a arouezioù kenwerzh-pell e Bro-Bikt, met kavet e vez listriaj eus Galia da skouer, kaset dre vor Iwerzhon. Kredet e vezer a oa kontrollet ar c'henwerzh-mañ dre Zunadd, e Dál Riata, e lec'h ma veze kavet kalz a listriaj. Beajiñ pell ne veze ket graet bemdez d'ar mare-se, istorioù ar visionerien aet pell a ziskouez ne vezent ket dianav avat[34].
Gant an dud e vez sellet ouzh ar brochoù evel savadurioù savet gant ar Bikted, met savet int bet e-pad oadvezh an houarn (an hini diwezhañ war-dro 100 GJK)<ref(en) >Armit, Towers In The North, pennad 7.</ref>. N'eo ket faos penn-da-benn ar skeudenn-mañ, peogwir e veze bet implijet ar brochoù gant ar Bikted, ha goude mare ar Bikted zoken. Ar savadurioù anvet Crannóg a zeu eus Bro-Skos an Neolitik, met adsavet in bet marteze gant ar Bikted[35]. Tiez e kelc'h a oa ar savadurioù boutinañ pe tiez hirgarrezek gant mogerioù e maen[36]. Meur a iliz a oa savet e koad, met nebeud a oa bet savet e maen adalek an VIIIvet kantved[37].
Alies e vez lâret e vez ar Bikted tatouet pe livet, met n'eus ket kalz a arouezioù a brou se. Treset en un doare naturel eo bet Pikted, nobled, brezelourien, chaseerien, paotred pe verc'hed, didatou, war mein pikt. Ar mein-mañ o doa skridoù latin hag ogham warno ouzhpenn, skridoù ne oant ket bet digejet c'hoazh. An arouezioù pikt kavet war ar mein a chom digompren c'hoazh. An Arz pikt a c'hall bezañ ranket dindan Arzoù ar Gelted, ha goude dindan Arzoù an inizi[38] pa veze lâret gant ar Varzhed iwerzhonek e oa ar re bikt heñvel outo[39].
Er fin ez eus traoù a lak an dud da soñjal e tremene an hêrezh dre ar mammoù e-barzh kevredigezh ar Bikted, e-keñver un nebeud a dra evel an douaroù pe ar c'hargoù[40].
Martezeadennoù a zo a lâr e tenne relijion ar Bikted kentañ d'al lies-doue keltiek daoust ma ne chom nemet anvioù-lec'h eus ar mare-se. N'ouzer ket pegoulz eo bet kristenet pennoù bras ar Bikted met mojennoù a lâr a oa aet Sant Palladius da Vro-Bikt goude mont kuit eus Iwerzhon ha mojennoù-all a ra ul liamm etre Abernethy ha Brigit eus Kildare[41]. Sant Padrig a gomz diwar-benn "Pikted abostad" met na ra ket "paganed" eus ar Bikted ar varzhoneg Y Gododdin[42]. Skrivet en deus Beda en doa Sant Ninian troet Pikted ar c'hreisteiz ouzh Doue[43]. Labourioù diwar an henoniezh a ziskouez a oa bet savet ur manati e Portmahomack en ur vro a veze sellet evel unan eus ar re diwezhañ troet ouzh Doue, e fin ar VIvet kantved[44]. E-pad ar memes bloavezhioù e veve Bridei mac Maelchon ha Kolomba, met kristenaat ar Bikted a zo padet kalz pelloc'h.
Ouzhpenn Iwerzhon hag Iona a awene Bro-Bikt. Liammet e oa ivez ouzh ilizoù Northumbria evel ma c'heller gwelout e-pad ren Nechtan mac Der Ilei. Argas ar menec'h Iona a c'hellfe bezañ liammet ouzh tabutoù diwar deiziad Pask ha doare ar gern, ha difennet en doa Nechtan an doareoù roman, marteze evit lakaat e dorn war Iliz e vro[45]. Daoust da se e vez gwelet dre an anvioù-lec'h a oa ledan-tre tachenn Iona war Bro-Bikt[46]. An destenn Cáin Adomnáin (lezenn Adomnán, pe Lex Innocentium) a ziskouez a oa breur Nechtan Bridei gwarant Abati Iona.
Pouez ar manati ne oa ket ken kreñv hag en Iwerzhon eus ar pezh e seller. Dre studioù a oa bet graet e Strathspey ha Perthshire da skouer e c'heller lavarout ne oa ket framm ar parrezioù e penn-kentañ klok ar Grennamzer disheñvel ouzh hini ar Grennamzer Uhel. E-touesk al lec'hioù relijiel e kaver Portmahomack, Cennrígmonaid (diwezhatoc'j St Andrews), Dunkeld, Abernethy ha Rosemarkie evit ar re bouezusañ. Liammet e oant ouzh ar rouaned pikt ar pezh a ziskouez ur feur uhel kontrol an Iliz gant ar galloud[47]. Portmahomack a zo bet studiet kalz gant Martin Carver[48].
Lid ar Sent a oa pouezus e Bro-Bikt diwezhañ, evel e pep lec'h kristen. Ar rouaned a c'hallje lakaat ur sant bras da vezañ sant-patrom, evel Sant Pêr evit Nechtan ha marteze Sant Andrev evit en eil Óengus mac Fergusa, kalz a sent bihanoc'h a oa pouezus daoust maz int ankouiet bremañ. Ar sant pikt Sant Drostan a oa heuliet kalz en hanternoz met ankouiet eo bet d'an XIIvet kantved. Sant Serf eus Cuileann Ros a oa liammet ouzh breur Nechtant Bridei[49]. Seblant a ra o doa ar strolladoù noblañs o sant-patrom-int, hag o ilizoù hag abati-int[50].
Gwelet e vez arz ar Bikted war maen, war labour-metal ha war traoù bihan e maen hag e arem. Implij a reont ur stumm ispisial eus sevenadur La Tène eus penn-kentañ ar Grennamzer awenet muioc'h-mui gant arz an Inizi ar VIIvet kantved hag an VIIIvet kantved, dre Iwerzhon ha Northumbria. Ar restachoù splannañ eus ar mein pikt a zo lec'hiet e pep korn Bro-Bikt eus Inverness da Lanarkshire. Savet eo bet ur roll skeudennet eus ar mein pikt gant J. Romilly Allen e Thee Erly Church Monuments in Scotland ("Monumantoù kentañ an Iliz e Bro-Skos" e saozneg) gant o fatromoù hag o arouezioù. A re-mañ a zo peurvuiañ loened, viltañs pikt ((en)) da skouer, ar "hirgarrez", ar "melezour ha krib", an "daouzisk ha Z-garenn" hag ar "greskenn ha V-garenn" e-touesk meur a hini-all. An daroù-kroaz (evel ma vezont anvet) a zo engravet gant arouezioù pikt, gweadeg enezad ha skeudennoù kristen, daoust maz eo diaes tre da zisplegañ ken uzet ha teñval int. Meur a skeudenn gristen a seblant bezañ awenet gant hengoun an Dornskrid en Inizi[51].
Labour-metal ar Bikted e vez kavet e pep lec'h tro-dro Bro-Bikt hag e kreisteiz zoken. Seblant a ra o doa ar Bikted mammennoù bras arc'hant, kavet marteze o vrezeliñ er su pe o reseviñ truaj evit mirout anezho hep brezeliñ. An teñzor roman bras kavet e Traprain Law a c'hell bezañ e orin e brezeliñ pe truaj. An teñzor brasañ a orin eus mare ar Bikted a oa bet kavet e 1819 e Norrie's Law e Fife, met strewet eo bet peurvuiañ (lezennoù Bro-Skos e keñver an teñzorioù ne sikour ket kalz evit mirout anezho en ur bern). Kavet eo bet ennañ div blakenn arc'hant hag amailh eus ar VIIvet kantved, gant unan a ziskouez splann ur Z-garenn miret mat, ar pezh ne c'hoarvez ket kalz[52].
Goude ar Gristenaat, en VIIIvet kantved hag en IXvet kantved eo bet kemeret gant pennoù-bras ar gevredigezh ur stumm ispisial eus ar vrochenn gelt, a orin eus Iwerzhon. Brochennoù-all gozh eus Iwerzhon a zo bet reizhet gant ar stumm pikt, da skouer brochenn vBreadalbane. Labour-metal ar bikted zo bet awenet ivez gant stummoù loened pe plaenoù a-dreñv eus Iwerzhon. Relegouer Monymusk (VIIIvet kantved) a ziskouez mat ar meskaj-se[53] .
Da get eo aet ar yezh piktek, ha ne vez kavet bremañ nemet e-barzh un nebeud anvioù-lec'h, anvioù tud hag e-barzh skridoù eus ar mare-hont. Diskouez a ra an elfennoù-se e veze komzet gant ar Bikted ur yezh kar d'ar yezhoù predenek[54], pe ur yezh keltiek enezel da vihanañ. Koulskoude a oa bet kavet skridoù oghamel a ziskoueze ne oa ket marteze ar pikteg ur yezh keltiek. Abalamour da se e oa bet soñjet e vije bet implijet yezhoù all gant ar Bikted e-skoaz ar yezh keltiek[55].
N'eus ket kalz a skridoù piktek a zo deuet betek hor mare, met diskouez a reont ne oa ket ur sevenadur raklizherennel. Bezañs an Iliz en hanternoz Bro-Skos a ziskouez e oa ezhomm eus tud hag a oare skrivañ ha lenn, ha skeudennoù gwirvoudel zo bet kavet ma weler tud o lenn levrioù. Soñjal a ra d'ar skiantourien e veze desket lenn ha skrivañ gant pennoù-bras an Iliz hag ar venec'h[56].
An anvioù-lec'h a ro deomp ur c'heal eus al lec'hioù ma veve ar Bikted. Da skouer: ar re rakgeriet gant gerioù kembraek evel Aber, Lhan pe Pit (pe Peth, un "dra") zo gwelet evel lec'hioù ma veve ar Bikted (gwelout Aberdeen, Lhanbryde, Pitmedden h.a., h.a.)[57].
Anvioù-lec'h a ziskouez ivez gounidoù ar gouezeleg war ar pikteg. An anv Atholl, a dalv "Iwerzhon Nevez", a zeu eus an VIIIvet kantved hag a c'hellfe bezañ un arouez eus gounid ar gouezeleg. Soñjal a ra tud zo e oa Athfocla an anv gwir, hag a dalvje "hent an hanternoz", evel an hent da Voray, o kemer an anv gouezelek Athfotla evel un drouklenn dre erlec'hiañ ar "c" gant an "t"[58]. E rouantelezh Fortriu e kaver anvioù lec'hioù a c'hallfe diskouez levezon ar gouezeleg[59].
Meur a wezh ez eus meneg eus ar Bikted el lennegezh. Rudyard Kipling en deus skrivet un nebeud pennadoù diwar o fenn en e levr Puck of Pock's Hill. Taolennet eo ar Bikted e meur a romant istorel evel The Bridei Chronicles gant Juliet Marillier, a gont istor ar Bikted hag ar C'houezeled e-pad ar VIvet kantved[60]. En heuliad Nancy Famer The Sea of Trolls ez eus Pikted faltazi[61], evel re Anne Rice e-barzh The Lives of the Mayfair Witches. Robert E. Howard en deus skrivet meur a istor gant e benndudenn Bran Mak Morn. Un implij all eus ar Bikted a oa e Kushiel's Legacy, skrivet gant Jacqueline Carrey, a gont troioù-kaer ur plac'h eus Terre d'Ange hag a veaj betek Rouantelezh Alba ha douaroù ar Bikted. Kavet a reer Pikted ivez er rummad Fidelma skrivet gant Peter Tremayne.
Er sinema e vez deskrivet ar Bikted a-wezhioù, da skouer e Conan The Barbarian (1982) ma'z eus ur brezelour pikt c'hoariet gant Franco Columbu. E 2004 a oa bet sevenet King Arthur a zeskriv ar Bikted evel ur bobl hag a vev e-barzh ar c'hoadoù renet gant Marzhin (a zo ur strobineller du). Daoust ma'z int enebourien Arzhur hag e varc'heien e vez graet ur c'hevre ganto evit stourm a-enep ar Saozon. Film Neill Marshall Centurion (2010) a gont stourmoù ur strollad pikt ouzh IXvet Lejion ar Romaned. Heñvel eo ouzh film Ducan Kenworthy The Eagle, sevenet e 2011, a gont kest un ofiser roman, mab komandant an IXvet lejion, evit adkavout standard al lejion.