Poltred Simonetta Vespucci, (Cleopatra), war-dro 1483, Chantilly, Mirdi Condé.

Piero di Cosimo pe Piero di Lorenzo, ganet ha marvet e Firenze (1462-1521) a oa ul livour eus an Azginivelezh italian. Brudet eo e boltred eus Simonetta Vespucci.

An arzour

Teir lodenn a weler en e oberenn: an taolennoù relijiel, ar poltredoù, hag al livadurioù pagan. Levezonet e oa gant al livourien flamank, gant taolennoù Luca Signorelli ha re Leonardo da Vinci.

Meneget eo gant Giorgio Vasari ha kontet eo e vuhez e-barzh Le Vite. Hervezañ e vije marvet gant ar vosenn e 1521, met dislaret eo kement-se gant enklaskoù Louis Alexander Waldman (abalamour ma'z echue ar bloaz e Firenze d'ar 24 a viz Meurzh d'an ampoent).

Morte di Procri, war-dro 1490, Londrez, National Gallery


E oberennoù

Santa Maria Maddalena, livet gant Piero di Cosimo

N'eus sinet na deiziet hini eus livadurioù Piero di Cosimo: renket int amañ hervez un urzh war varteze etre 1480 ha 1521.

Liberazione di Andromeda, war-dro 1520, Firenze, Galleria degli Uffizi