Olga Guillot

Olga Guillot, ganet e 1923 e Santiago de Cuba, marvet en Miami e 2010 a oa ur ganerez kuban, brudet dre ganañ bolero, evel «Miénteme», «La gloria eres tú», pe «Tú me acostumbraste». Lesanvet e oa «la reina del bolero», kanañ a reas gant Frank Sinatra hag Edith Piaf.

Pa oa krennardez e savas, gant he c'hoar Ana Luisa, an daouad «Las hermanitas Guillot» en 1941 a gane er skingomz. Da gentañ e kane an tango e doare Libertad Lamarque ha Mercedes Simone. Er bloavezhioù 1940, e kane er pevarad Siboney, renet gant Isolina Carrillo.

E 1961, goude Dispac'h Kuba, ez eas da chom da Venezuela, ha goude Mec'hiko, ha goude Miami, ma varvas. Hi eo ar ganerez spagnolek kentañ a ganas en Carnegie Hall New York, e 1964. Biskoazh ne zistroas da Guba.

Dimezioù =

Dimezet e voe d'ar c'hazetenner kuban Ibrahim Urbino, d'an aktour Alberto Insúa (1926-2003) ha goude d'ar sonaozour René Touzet (1916-2003), hag ur verc'h o doe: Olga María (ganet e 1960), deuet da vout kanerez evel he mamm.

He fladennoù

- Gant Panart Records

- Gant Puchito Records

- GantCon Musart Records

- Gant CBS Records

- Gant Orfeon Records

- Gant Interdisc Records

- Gant Warner Records