Moger Berlin
cordon, destroyed building or structure, dedenn touristel, fortified line, separation barrier
Rann eusInner German border, Rideoz houarn Kemmañ
Deiziad krouiñ13 Eos 1961 Kemmañ
Anv er yezh a orinBerliner Mauer Kemmañ
MoranvAntifaschistischer Schutzwall, Schandmauer Kemmañ
BrezelBrezel Yen Kemmañ
StadRepublik Kevreadel Alamagn, Republik Demokratel Alamagn, Alamagn Kemmañ
E tiriadBerlin, Berlin ar Reter Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°30′16″N 13°26′28″E Kemmañ
Darvoud-alc'hwezconstruction of the Berlin Wall, fall of the Berlin Wall Kemmañ
UrzhierRepublik Demokratel Alamagn Kemmañ
Danvez implijetbeton houarnet Kemmañ
Deiziad divodadur9 Du 1989 Kemmañ
Statud gladelHeritage monument in Berlin Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.berlin.de/mauer/ Kemmañ
State of conservationdemolished or destroyed Kemmañ
State of usepermanently closed Kemmañ
Map

Moger Berlin (alamaneg Berliner Mauer), anvet ivez « ar Voger» pe « Moger ar vezh », a oa ur voger a voe savet e-kreiz Berlin e-pad an noz etre an 12 hag an 13 a viz Eost 1961, diwar urzh gouarnamant Republik Demokratel Alamagn, rak fellout a rae da bennoù-bras DDR e paouezfe hec'h annezidi da dec'hout kuit war-du Alamagn ar C'hornôg). Gant ar Voger e oa troc'het Berlin e div lodenn : Berlin ar Reter ha Berlin ar C'hornôg. Chom a reas ar Voger war-sav betek an 9 a viz Du 1989. Ouzhpenn bezañ ur voger e oa ur c'hempennadur arme luziet ennañ div voger 3,6 metrad uhelder dezho[1], hentoù-ged, 302 virador, alarmoù, 14 000 gward, 600 ki hag orjal dreinek. Meur a annezad eus DDR a varvas pa glaskjont tremen ar Voger, rak e veze implijet o armoù gant ar soudared alaman ha rusian a ziwalle anezhi. Gant URSS o vont war wanaat ha dalc'hegezh Alamaned ar reter hag a aozas manifestadegoù e voe diskaret ar Voger d'an 9 a viz Du 1989. Da-heul e voe adunvanet Alamagn buan a-walc'h, ha diskaret ivez stadoù Bloc'had ar reter. Hiziv an deiz ne chom tost netra eus ar Voger, un nebeud tammoù a zo bet dalc'het e Berlin memestra. Meur a virdi a zo gouestlet dezhi. Un arouez eus ar Brezel yen eo bet ivez, hag implijet eo bet da zanvez meur a oberenn arzel (lennegezh, sinema, sonerezh).

A-raok sevel ar Voger (1945-1961)

Goude kodianidigezh Alamagn d'an 8 a viz Mae 1945 e voe rannet ar vro e peder zachenn aloubiñ, meret gant ar Soviediz, an Amerikaned, ar Vreizhveuriz hag ar C'hallaoued. Sed ar pezh a oa bet divizet da vare emglev kuzuliadeg Yalta. Er penn-kentañ e voe alboutet Berlin gant an Arme Ruz nemetken, ha goude-se voe rannet ivez e peder lodenn. Kornôg Berlin a voe aloubet gant ar Vreizhveuriz, an Amerikaned hag ar C'hallaoued. Met e diabarzh tachenn aloubiñ ar Soviediz e oant. En holl ec'h aloube ivez ar Soviediz 409 km², da lavaret eo 45,6 % eus Berlin[2]. Lec'hiadur ha perzh Berlin a lakaas ar gêr da vezañ unan eus lec'hioù pouezusañ ar brezel yen, hag a grogas kerkent goude fin an Eil Brezel-bed.

Abegoù lakaat sevel ar Voger

Abaoe ma oa bet krouet DDR e 1949 e tec'he kuit hec'h annezidi war-du BRD, dreist-holl ar re a oa o chom e Berlin. Ma oa aes evezhiañ an harzoù war ar maez e oa kalz diaesoc'h evezhiañ an harzoù a oa e kreiz-kêr Berlin. Etre 1949 ha 1961 e tec'has kuit etre 2,6 ha 3,6 milion a dud eus DDR, dre dremen dre vBerlin. Ar pezh a dalveze kement hag ur c'holl bras a-fet labour, hag ar pezh a ziskoueze ivez ne oa ket entanet an dud gant ar renadur komunour.[2],[3]. Betek miz Eost 1961 e oa aes a-walc'h d'an dud divroañ : trawalc'h e oa dezho tapout ar metro pe un tren da vont betek ar c'hornôg[4], evel ma rae kalz Berliniz bemdez pa rankent mont da labourat. E-pad pemzektez kentañ miz Eost 1961 e voe kalz kaozioù, hag ouzhpenn 47 000 annezad eus DDR a dec'has war-du BRD dre vBerlin. Implijet e veze ivez Berlin ar C'hornôg gant Tchekiz ha Poloniz evel un nor da vont war-du Europa ar C'hornôg. En DDR ez eo dreist-holl tud yaouank ha desket a dec'he kuit, ar pezh a oa ur gudenn vras evit a sell ouzh armerzh ar vro.

Bez e oa ivez 500 000 Berlinad hag a dreuze an harzoù bemdez : diouzh tu Berlin ar c'hornôg e labourent, met e Berlin ar reter, pe er bannlevioù, e oant o chom. Er reter e oa marc'had-matoc'h al lojañ. D'ar 4 a viz Eost 1961 e voe embannet un dekred ma ranke an dud-se bezañ enrollet evel labourerien an harzoù, ha ma rankent paeañ o feurm gant Deutsche Mark (moneiz BRD). A-raok ma vefe savet ar Voger e krogas poliserien DDR da evezhiañ pizh ar re a veze anvet floderien pe tec'hourien ar Republik, pa vezent e checkpointoù Berlin ar C'hornôg.

Evel er broioù komunour all e voe diazezet armerzh DDR war ar steuñverezh. Sed ar pezh a c'houlenn pennoù-bras Moskov. Ar steuñv seizh vloaz-pad (1959-1965) a voe ur c'hwitadenn kerkent ha pa voe lakaet e pleustr. War dachenn ar greanterezh ne greskas ket ar produiñ, ha ne voe ket postet argant a-walc'h. Strollerezh an douaroù a lakaas ivez ar produiñ da zigreskiñ ha diouer a voued a voe. Kreskiñ a rzas ar goproù buanoc'h evit ar pezh a oa bet raktreset, abalamour d'an diouer a labourerien. Trafikerezh moneiz ha marc'hadourezh a veze ivez e Berlin, ar pezh a wanae armerzh DDR. E 1961 e oa war-nes DDR d'ober freuz-stal.

William Blum a lavar e oa daou abeg da sevel ar Voger : lakaat un termen da dec'hadeg an dud desket war-du ar c'hornôg ha stourm ouzh ar sponterezh a veze en DDR[5].

Sevel ar Voger

Chanter sevel ar Voger, 20 a viz Du 1961

Programm sevel ar Voger a voe miret kuzh gant gouarmanant DDR. Kregiñ a reas diouzh an noz etre an 12 hag an 13 a viz Eost 1961 : lakaet e voe roued-orjal hag orjal dreinek tro-dro da vBerlin ar C'hornôg[2]. Diouzh an noz ivez e voe savet ar Voger gant mañsonerien, dindan evezh ha gwarez poliserien ha soudarded DDR, daoust d'ar pezh en doa embannet Walter Ulbricht d'ar 15 a viz Even 1961 e-pad un emvod-kelaouiñ aozet e Berlin ar Reterl[6].

Ur vaouez tremenet diouzh tu ar C'hornôg oc'h ober sin da vignoned dezhi chomet diouzh tu ar Reter, 1961

En atersadenn-se e klever Ulbricht o tistagañ ar ger "moger" evit ar wech kentañ, daou viz a-raok ma vefe savet.

Ma oueze ar Gevredid e oa raktreset "divizoù strizh" a-benn gronnañ Berlin ar C'hornôg, e voent souezhet memestra. O gwir da vont betek Berlin ar C'hornôg a voe doujet anezhañ, se dperak e tivizjont chom hep kas o soudarded. Izili BND (Servijoù kuzh BRD) o doa bet titouroù ivez e miz Gouere. Goude an emgav etre Ulbricht ha Nikita Khrouchtchev da-geñver kuzuliadeg broioù Feur-emglev Varsovia (3-5 a viz Eost 1961), e lenner e dielloù BND 9 a viz Eost :

«Gant an titouroù hon eus e verzer e klask renadur Pankow kaout asant Moskova a-benn lakaat e pleustr ar raktres stakañ harzoù Berlin, ha terriñ monedonea ar metro hag an tramway etre Berlin ar Reter ha Berlin ar C'hornôg. (...) Dav eo gortoz ha gwelout ha gouest eo Ulbricht da lakaat degemer seurt traoù gant pennoù Moskov

Goude kuzuliadeg broioù Feur-emglev Varsovia e voe embannet un diskleriadur ofisiel ma kinnigent

«mont a-enep an troioù noazus da vroioù an tu sokialour a veze e harzoù Berlin ar C'hornôg, hag kas da benn un evezhiañ fizius hag ur c'hontrolliñ efedus.»

D'an 11 a viz Eost 1961 e voe asantet an emglev gant pennoù Moskov gant dileuridi Kambr Pobl DDR ha roet hollc'halloud da guzul ar vinstred da gas an emglev da benn vat. D'an 12 a viz Eost e voe embannet un dekred gant kuzul ministred DDR ma klemment a-enep politikerezh tagus ha impalaerour broioù ar C'hornôg en he c'heñver. Lakaet e voe e pleustr ur c'hontrolliñ strizh eus an harzoù etre Berlin ar C'hornôg ha Berlin ar Reter[7]. Divizet e voe ivez kas soudarded war an harzoù, ha stankañ an hentoù.

E-pad an noz etre an 12 hag an 13 a viz Eost 1961 e voe stanket an holl straedoù hag an holl hentoù-houarn a gase da vBerlin ar C'hornôg gant 14 500 soudard eus DDR. Sikouret e voent gant soudarded an Arme Ruz. An holl dransportoù etre Berlin ar C'hornôg ha Berlin ar Reter a chomas a-sav. Erich Honecker, hag a oa sekretour ar c'huzul kreiz evit a selle ouzh ar surentez a reas war-dro raktresañ ha sevel ar Voger e anv SED. Hervezañ e oa ar Voger « ur voger wareziñ enepfaskour»[2]. Er memes deiz ec'h embannas pennoù broioù Feur-emglev Varsovia ur gemennadenn ma savent a-du gant stankaén an harzoù etre div lodenn Berlin[8]. Betek miz Gwengolo 1961 e c'hallas an dud treuziñ an harzoù : 85 soudard ha 216 sivil (diwar 400 anezho a glaskas) a zeuas a-benn da dec'hout war-du ar C'hornôg.

Da gentañ e voe lakaet orjal dreinek tro-dro da vBerlin ar C'hornôg. Ar pavezioù a oa er straedoù (er C'hornôg koulz hag er Reter) a voe troet evit ma chomfe a-sav monedonea ar c'hirri[9]. Er sizhunvezhioù da-heul e voe savet ar voger betoñs, ha staliadurioù surentez liesseurt. Dont a reas neuze Berlin ar C'hornôg da vezañ ur seurt enezenn e-kreiz DDR.

An deizioù a-raok ma vefe diskaret ar Voger e 1989


Ar Voger e 1986, livet eo diouzh tu ar c'hornôg
Tamm eus ar Voger e Berlin, 2004
Mont-tre an tiriad amerikan, Glienicker Brücke, 1985
Tiriadoù aloubiñ Berlin, tres ar Voger hag al lec'hioù tremen (checkpoints) e 1989


Chanter sevel ar Voger, 20 a viz Du 1961
Plakenn war al leur e kreiz-kêr Berlin, da ziskouez pelec'h e oa ar Voger
Tammoù eus ar Voger war ziskouez e kreiz-kêr Berlin, e-kichen Potsdamer Platz

En alamaneg

E saozneg

Levrlennadur

Notennoù

  1. [1]
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 http://www.herodote.net/dossiers/synthese.php?ID=64
  3. André Fontaine in Histoire de la guerre froide, levrenn 2, p. 348 : « près de 3 millions » ; war al lec'hienn Berlin.de e lenner : 'entre 1945 et 1961, près de 3,6 millions d’Allemands quittèrent la zone d’occupation soviétique et Berlin-Est. Jean-François Soulet : « Aussi, de 1950 à 1961, 2 609 321 personnes avaient quitté la RDA pour se réfugier en RFA » in [2]
  4. Jean-François Soulet, La "question allemande" et la désintégration de l'empire soviétique est-européen, les Cahiers d'histoire immédiate, niv.15, p. 259-274
  5. https://web.archive.org/web/20110703174739/http://www.counterpunch.org/blum10022009.html
  6. Atersadenn kaset gant Annamarie Doherr, a laboure e Berlin evit Frankfurter Rundschau, 15 a viz Even 1961. Da selaou war Chronik der Mauer
  7. Dekred Alamagn ar Reter a-zivout Berlin (12 a viz Eost 1961)
  8. Diskleriadur broioù Feurm-emglev Varsovia (13 a viz Eost 1961)
  9. https://web.archive.org/web/20070929142139/http://www.berlin.de/mauer/geschichte/index.fr.html

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Moger Berlin

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.