— Ma den paour petra zo digouet,
Pa zeut d’ar ger ker stravillet ?
Pa ’z oc’h ker glaz evit rejin,
Ma denik paour, leveret d’in ;
Pa ’z oc’h ker glaz hag ar maro ;
Petra zo digouet war ho tro ?
— Abred awalec’h[1] e klefet
Ann doare deuz pez zo digouet ;
Abred awalec’h[1] e klefet
Ann doare deuz pez meuz gwelet[2].
’Zalek ann ti beteg ar vorc’h,
Heul braz o vont, dre zon ar c’hloc’h :
Ann otrou person penn-kentan,
Eunn arc’h lienet wenn raz-han[3],
Daou ejen braz oc’h hi dougen,
Sternou arc’hant diouc’h ho c’herc’hen.
Ha kalz a dud o tont war lerc’h,
Stouet ho fenn gand kalz a nec’h.
|
Sant-Iann, ar mevel[4], a skoe
War dor ar person, enn noz-ze.
— Savet, savet, otrou person !
Ann otrou Nevet a zo klaon ;
Kaset gen-hoc’h ar groaz-nouen,
War ann otrou koz a zo tenn.
— Chetu[5] me deut, otrou Nevet
Tenn eo war ’n hoc’h am euz klevet ?
Ar groaz-nouen zo gan-ime[6]
D’ho konforti, mar gallann-me.
— N’em euz konfort bet da gahouet[7]
Enn tu ma c’horf e-barz ar bed ;
Enn tu ma c’horf me n’am euz ket,
Enn tu ma ene, larann ket.
Goude ma oa bet koveset,
D’ar beleg en deuz lavaret :
— Digoret frank dor ar gambr-man,
Ma welinn holl dud ma zi-man,
Ma friet ha ma bugale
Tro-war-dro demeuz ma gwele ;
Ma bugale, ma merourien
Kerkouls ha ma servichourien ;
|
Ma hellinn, ’nn ho zouez, kemeret
Hon Otrou ’barz mont diouc’h ar bed.
Ann itron hag he vugale,
Ha kemend oa eno, wele[8] ;
Hag hen ker reiz ho frealze,
Ha ker sioulig a gomze !
— Tevet, tevet, na welet[9] ket,
Doue eo ar mestr, ma fried !
Ho ! tevet, ma bugaligo,
Ar Werc’hez sakr ho tiwallo !
Ma merourien, na welet[9] ket ;
Tud diwar mez, gouzout a red[10],
Pa ve hao ann ed, ve medet ;
Pa zeu ann oad, mervel zo red !
Tevet, tud vad diwar ar mez,
Tevet, peorien keaz[11] ma farrez ;
’Vel em euz bet sonj ac’hanoc’h,
Ma fotred defint sonj ouz hoc’h.
Evel-d-oun-me[12] hi ho karo,
Hag ober a rint mad hor bro.
Na oelet[9] ket, kristenien vad.
Ni ’n em gavo ’benn eur boutad !
|
D’ar iou vintin, otrou Karne
Tont deuz ar fest noz, c’houlenne,
O tont d’ar ger, war he varc’h gwenn,
Bordet he jupen penn-da-benn,
He jupen voulouz ru glaou-tan
Bordet penn-da-benn gand arc’hant ;
D’ar iou vintin, otrou Karne
O tont endro a c’houlenne :
— Daoust perag, va zuchentiled[13],
Ne ked deut d’ar fest re Nevet ?
Daoust perag, d’i-me levered[14],
Pe oant bet pedet da zonet ?
— Ann otrou koz, ’vel ma glevann,
Zo enn he wele chomet klan.
— Mar ma ’nn otrou, er gwele klan,
Deomp da glask kannad anean.
Pe oant o tigout gand ann ger,
Hi a gleve son ar c’hleier.
Digoret frank ar perzier,
Ha den e-bed barz ar maner.
— Mar’m hoc’h[15] deuet d’he zarempret,
E bered ar vorc’h he gaffet.
Bet ma bet dec’h tan ar maro,
Ha skarzet mad ann holl boudo ;
|
Ann otrou person d’he zevel
Ha d’he zougen kaer d’ar chapel ;
Ann[16] itron hag he vugale,
D’he lienat enn arc’h neve.
Chetu[5] fresk, aman, roudou c’harr
A zo eet d’he gas d’ann douar.
Hag hi da douch war ho c'hezek[17],
Ha da zigout gand ar vered.
Pa oant digouet gand ar vered,
Ranne ho c’halon o welet,
Welet ar c’hleuier he zisken
Enn toull douar kriz da viken ;
’Nn itron warlerc’h, gwisket e du,
War he daou-lin, oc’h wela[18] dru ;
Hag he bugale ioual ken,
Hag sachat bleo deuz ho fenn.
Dek mil den ober kemend-all,
Hag ann dud paour dreist ar re-all.
Eunan[19] aneo, hanvet Malgan,
En deuz gret ar maronad-man,
En deveuz ar werz-man[20] savet
Enn enor d’ann otrou Nevet,
D’ann otrou Nevet benniget,
A oa kendalc’h ar Vretoned.
|