M.I.A.
M.I.A.

Anv Mathangi Arulpragasam
Ganet 17 a viz Gouere 1975
e Londrez
Doare(où) sonerezh elektronek, hip-hop, dancehall
Bloavezhioù oberiant 2000
Label(ioù) XL Recordings, Interscope Records
Lec'hienn ofisiel miauk.com

M.I.A. (17 a viz Gouere 1975 e Londrez), anv gwir Mathangi «Maya» Arulpragasam, a zo ur sonaozerez, kanerez, raperez ha produerez pladennoù[1]. A orin tamoul (Sri Lanka) eo. En he sonerezh e vesk elfennoù grime, hip-hop, ragga, dancehall, elektro ha funk. E-touez dodennoù he c'hanaouennoù e kaver ar politikerezh hag ar vuhez sokial.

He buhez

Pa oa 6 miz e kuitaas Bro-Saoz hag ez eas da Sri Lanka gant he zud hag he c'hoar Kali[2]. Seno e teuas he zad da vezañ brudet war dcahenn ar politikerezh hag unan eus krouerien EROS (Eelam Revolutionary Organisation of Students) e voe. Un aozadur studierien dispac'hel e oa e bal stourm evit dizalc'hidigezh an Îlam tamoul[3]. Bloaz goude ez eas da Jaffna gant he mamm hag he c'hoar, eno e vo ganet he breur Sugu[3]. Pa grogas ar brezel diabarzh ez ejont da Chennai, en India[3]. Distreiñ a rejont da Jaffna met abalamour d'ar brezel diabarzh e rankjont distreiñ da India ha goude-se ez ejont da repuiñ da Londrez[3]. 11 vloaz e oa Maya ha deskiñ a reas saozneg hag e krogas da vezañ dedennet gant ar sonerezh hip-hop[3]. Degemeret e voe e Central Saint Martins College of Art and Design Londrez, ma teskas an arzoù-kaer, ar sinema hag ar video[3].

E 2001 e voe aozet he diskouezadeg kentañ e Portobello Road Londrez, hag e voe embannet ul levr titlet M.I.A., ennañ hec'h oberennoù[3]. Goude-se e reas ur videoklip eviut ar strollad Elastica hag a oa gant un droiad[3]. Kejañ a reas ouzh Peaches, ma teskas dezhi penaos implijout ur sampler Roland MC-505 ha sed penaos e stagas Maya gant ar sonerezh[3]. Pa zistroas da Londrez e prenas ur sampler eil-dorn hag ec'h enrollas c'hwec'h ton[3]. Plijet e voe an DJed gant he fladenn single Galang, bet embannet 500 skouerenn anezhi[3]. E 2004 e teuas da vezañ brudet, dreist-holl en toulloù-nioz hag en internet. Tapout a reas Priz Mercury 2005 gant he fladenn Arular ha lakaet e voe M.I.A. El luskad nu rave[4]. Brudetoc'h c'hoazh e teuas da vezañ pa voe implijet he c'hanaouenn Paper Planes (pladenn Kala) er film Slumdog Millionaire. E 2009 e voe e roll ar c'hant den levezonusañ hervez skipailh Time.

D'ar 26 a viz Ebrel 2010 e voe embannet videoklip he c'hanaouenn nevez titlet Born Free a oa da zont er-maez en deiz goude. Ur videoklip feuls nav munutenn-pad savet gant Romain Gavras eo. Un nebeud eurvezhioù goude ma vefe bet embannet e voe tennet eus Youtube, hag adlakaet goude gant strishadurioù[5]. He zrede albom a zeuas er-maez e Japan d'an 23 a viz Ebrel 2010.

D'an 11 a viz Mae 2010 e voe skignet an ton XXXO war internet. Single kentañ he zrede albom eo[6]. En deiz a-raok e oa bet skignet gant BBC Radio One[7].

Lesanv

M.I.A. a dalvez daou dra[8] :

He fladennoù

Albomoù

Pladennoù single

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. imdb.com
  2. popmatters.com
  3. 3,00 3,01 3,02 3,03 3,04 3,05 3,06 3,07 3,08 3,09 ha3,10 lfsm.net
  4. Pennad gant Joël Vacheron er magazin Vibrations niv. 96 (miz Here 2007)
  5. http://mashable.com/2010/04/27/mia-born-free-video/
  6. http://www.musiquemag.com/news-xxxo-le-nouveau-single-de-mia-2038.htm
  7. http://pitchfork.com/news/38755-new-mia-xxxo/
  8. guardian.co.uk

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
M.I.A.

a vo kavet e Wikimedia Commons.