Gallia lugdunensis en impalaeriezh roman, war-dro 120

Gallia lugdunensis pe Lugdunensis a oa unan eus ar proviñsoù krouet gant Augustus e Galia e 27 kent JK. E stumm zo souezhus a-walc'h : bodañ a ra an Arvorig ha tolead Lyon. Abegoù disheñvel zo:

Gallia lugdunensis a oa ur broviñs impalaerel renet gant ur prefed staliet e Lugdunum (Lyon). Kavout a reer ivez ur stal voneiz e Lugdunum ha santual kevredadel an teir Galia, dediet da azeulerezh Roma ha da azeuladur an impalaer.

Kêrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hêrioù pennañ a oa :

Proviñsoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare an detrarkiezh e voe rannet Gallia lugdunensis e peder froviñs:

Staget e voent holl ouzh prefedi pretordi ar Galiaoù.

Drastet e voe Galia gant an aloubadegoù barbar. Chom a reas tachennoù feal d'an impalaeriezh roman e Lugdunensis II ha IV betek 486 dindan renerezh Aegidius ha Syagrius.

Notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gallia est omnis divisa in partes tres...