Ariosto, poltredet gant Tizian
Ariosto, en un daolenn Madonna gant ar sent Jozeb, Yann, Catarina Sienna, Loeiz Toloza ha Lodovico Ariosto, gant Vincenzo Catena, 1512, Berlin

Ludovico Ariosto, ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1474 e Reggio Emilia, ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 1533 e Ferrara, a oa ur barzh italianek, brudet evel oberour ar meurgan Orlando furioso. Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara, a oa e warezour.

E vuhez

A renk uhel e oa e dud, met dibeadra a-walc'h. Un deskadurezh vat en doa nemet keuz en doa ne ouie ket gregach (tre evel Macchiavelli). Abred e rankas ober war-dro deskadurezh e vreudeur ha c'hoarezed ha n'hallas ket tremen kement a amzer ha ma karje bezañ graet o studiañ hag o skrivañ barzhoniezh.
En 1504 e krogas da labourat evit ar c'hardinal Ippolito d'Este, mab da dug Ferrara, ha meur a gannadiezh a reas davet ar pab Jul II. Ne fellas ket dezhañ heuilhañ e vestr da Hungaria avat, ha servij a reas e vreur Alfonso d'Este, dug Ferrara, neuze. Roet e voe dezhañ ar garg a c'houarnour e Garfagnana, ur c'hornad meneziek eus Toskana, a oa etre daouarn forbaned ha laeron. En em dennañ a reas mat eus e labour, ha mont neuze war e leve gant e serc'h hag e vab da Ferrara, ma weler e di c'hoazh.


An ti ma voe ganet Ariosto

E oberenn

A-hed e vuhez kargad ne ehanas ket Ariosto da labourat war e bennoberenn Orlando furioso, ur barodienn soutil eus ar barzhonegoù marc'heien, kinniget evel un heuliad da oberenn Matteo Maria Boiardo, Orlando Innamorato.

Teir c'haoz veur zo enni:

46 kan zo el levr, anezho gwerzennoù bodet e pozioù eizh gwerzenn (stanza), ha mesket enne kriz ha fentus, dave enne da sevenadur Europa, adalek Homeros betek romantoù ar Grennamzer.

En 1516 e voe graet an embannadur kentañ, 40 kan ennañ, met ne baouezas ket da labourat war e skrid, hag e 1532 e voe un embannadur kresket gant 46 kan.

Oberennoù

Troidigezhioù e galleg

Ne veneger nemet an embannadurioù divyezhek, abalamour m'emañ ar skrid er yezh orin e-barzh. Ar re c'hallek en o hed a gavor er wikipedia gallek.

Pennadoù kar

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Ludovico Ariosto

a vo kavet e Wikimedia Commons.