Louaneg
Bourk Louaneg gwelet eus Perroz
Bourk Louaneg gwelet eus Perroz
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Louannec
Bro istorel Banniel Treger Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Perroz-Gireg
Kod kumun 22134
Kod post 22700
Maer
Amzer gefridi
Gervais Égault
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 086 ann. (2020)[1]
Stankter 222 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 47′ 41″ Norzh
3° 24′ 34″ Kornôg
/ 48.7947222222, -3.40944444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 90 m
bihanañ 0 m — brasañ 108 m
Gorread 13,91 km²
Lec'hiañ ar gêr
Louaneg

Louaneg a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, stok ouzh Perroz-Gireg, e Treger. E-kichen ar mor emañ, e-tal bae Perroz. Plaen eo an dachenn dre-vras.

Douaroniezh

Anv

Gerdarzh Marteze diwar un anv den Louan; met chom a ra diasur.

Ardamezioù

Rannet ː ouzh 1 sourinet etre aour ha gul[2], e vanal ed en argant balirant ; ouzh 2 en glazur e gebrenn en aour heuliet ouzh kab gant ur skravig en sabel hag ouzh beg gant teir bezantenn en argant war o gin ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig.
  • Sturienn ː A-raok bepred

Istor

Louaneg a zo ur gumun labourerien-douar.

Kozh eo ar bourk. Kroget he deus ar vuhez eno e maread amzer nevez ar maen. Kavet zo bet restajoù ul lec'h d'ober holen, roudoù eus ar C'halianed. Er bloavezhioù 500 e oa bet savet ur c'hreñvlec'h gant aotrou Koadgwezheneg war an dosenn. En XIIvet kantved e oa bet savet an iliz kentañ gant Sant Erwan, person eno eus 1292 betek e varv e 1303. Dindan aotrouniezh Barac'h abaoe an Xvet kantved e tremen dindan daouarn an tiegezh Tournemine hag hini Philippe, gant ar Gozhkêr eus Plounevez-Moedeg hag evit echuiñ gant ar Peltour eus Rozambaou e 1688. Gant an Dispac'h e teu Louaneg da vezañ ur gumun e 1790. En amzer a-vremañ emañ ar gumun war ziorren, ur gumun hag a brofit eus an touristerezh e Perroz hag eus kêr Lannuon evit al labour. Adalek 1885 en doa ar skrivagner brudet Ernest Renan un eil ti eno, betek e varv en 1892.

Monumantoù ha traoù heverk

E Louaneg ez eus un iliz kozh, tour-tan Nantouar hag ar bourk kozh.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Ardamezeg ar familhoù

de Barac'h,

aotrounez al lec'h se e Louaneg

  • En argant e varc'h distern ha skoelf en sabel (siell 1306).
  • Neuz all : en gul e deir sourin en aour.
de Barac'h,

aotrounez al lec'h ha Portzven

  • Dougen a ra ur groaz dentek ouzh kab, heuliet ouzh kab gant daou beul dentek hag ouzh beg gant teir c'housourin dindan ar groaz (siell 1381); livioù disanvet.

[PPC]

Brezhoneg

Sport

Er bloaz 2002 e oa bet kendeuzet skipailh mell-droad Louaneg gant hini Perroz, ha savet Unvaniezh Sportel Perroz-Louaneg. Ur c'hleub Marc'h-houarn Treuz Bro (MTB) zo ivez, ur skol vag dre lien, ur c'hleub badminton, mell-dorn, tennis, jiminas, yoga ha karate.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Louaneg

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

Notennoù ha daveoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Hervez Froger ha Presensé ː en argant ha gul.
  3. (en)The Inscriptions of Early Medieval Brittany, Celtic Studies Publications, 2000.
  4. (br)Distro-skol ar c’helenn divyezhek