Louzaouennoù eus familh ar bolzadeged eo al lostoù-louarn, Fœniculum vulgare ha Fœniculum officinale o anvioù latin.
Plant bividik frondus-tre, tev o sichenn, eo al lostoù-louarn.
Sonn eo o c'horzenn, 1-2 metrad uhelder dezhi, garanet eo an traoñ anezhi.
Didroc'het eo an delioù a-lêrennoù moan hir-tre, bourlasek ar penn anezho.
Eus miz Gouere da viz Gwengolo e teu bolzadoù dezho, a zo rannet e 10-30 skin.
War tuchennoù meinek hag en dismantroù e kreskont.[1]
En henc'hresianeg e kaver meneg eus ar blantenn, anvet μάραθος "marathos" ; kement ha fanileg, fanouilheg e talvez an anv Marathon, ul lec'h ma kaved lostoù-louarn a-vil-vern eta. Brudet e oa evit sklaeraat ar gweled.
E sevenadur ar Romaned e oa Fœniculum vulgare plantenn nevet Bacchus peogwir e veze lakaet da blantenn hud hag orgedus.
E lod rannoù eus Aostralia ez eus lezennoù da reoliañ skignadur al lostoù-louarn.
Hogosik e pep lec'h er bed e kresk lostoù-louarn, hag abaoe pell e vezont gounezet evit o blaz aniz pergen ; dre ar gounezerezh e teu ar pep niverusañ eus an doareoù a gaver hiziv.[2]
En douaroù dizour hag en heol e paota al lostoù-louarn. An doare dulce ("dous") a c'hounezer e douaroù strujus ha skañv, en heol, gant trawalc'h a c'hlebor evit ma koeñvfe an ognonenn a zo e traoñ ar gorzenn, hag a c'holoer gant douar a-feur ma kresk.[2]
An delioù, ar c'horzennoù, ar gwrizioù hag an hadoù a vez implijet.
An delioù fresk hag an hadoù (fresk pe sec'h) ha lakaer pa geginer pesked.
Ur blaz anizet skañv a roer d'ar saladennoù pa lakaer tammoù ognonennoù kriz enno (gwelet cartucci Italia) ; evel legumajoù e vez debret an ognon goude bout bet poazhet.
En Italia c'hoazh e reer silzig blazet gant lostoù-louarn, anvet finocchione. E Bro-C'hall e reer ul likor gant fanouilh, la fenouillette.
Glec'hiadennoù plijus a reer gant an hadoù ivez.
C'hwezh-vat a reer gant eoul lostoù-louarn.