Linlithgow (Gleann Iucha e gouezeleg, Lithgae e skoteg) zo ur gêr vihan, hag ur Royal Burgh, e West Lothian, en Skos.
Emañ un 30 km er c'huzh-heol da gêr Dinedin, war lez hanternoz an Union Canal, a ya eus Dinedin da Falkirk, hag er c'hreisteiz da Palez Linlithgow ha da Loc'h Linlithgow.
Ouzhpenn 13 000 a dud zo o chom enni.
Dismantroù Palez Linlithgow, ma veze lez rouaned Skos er XVvet ha XVIvet kantved. Tan-gwall a voe eno e 1746.