Ul lekitos zo ur seurt lestr gresian a veze implijet en henamzer evit mirout eoul, eoul olivez peurgetket. Ur c'horf moan o deus al lekitosoù hag ur skouarn stag ouzh gouzoug al lestr. Al lekitosoù a veze implijet evit oleviñ kelan ar wazed dizimez ha kavet e vez kalz anezhe er bezioù. Ar skeudennoù livet war al listri-se a ziskouez alies ar vuhez pemdeziek pe lidoù. Abalamour ma vezont implijet ken alies e degouezhioù liammet ouzh ar marv hag ar c'hañvoù e c'hallont ivez bezañ kinklet gant skeudennoù eus al lidoù kañv, pe skeudennoù a ziskouez un diouer pe un disparti.
Implijet stank e veze al listri-se war-dro ar Vvet kantved kent J.K., daoust ma'z eus bet kavet kalzik fardet a-raok, lod anezhe adalek 700 kent J.K.
Seurtoù lekitosoù
Al lekitosoù a c'hall bezañ rannet e pemp seurt disheñvel :
Al lekitosoù boutin pe lekitosoù kranennek, dezho etre 30 ha 50 cm daoust ma'z eus lekitosoù kalz brasoc'h, betek 1 metr dezho, a c'hall bezañ bet implijet e-lec'h ur maen-kañv,
Lekitosoù Deianeria a oa produet e Korintos. Un drolinenn hirgelc'hiek o doa ha diskoaz ront hag e veze bihan o ment peurliesañ (20 cm). Produet e oant bet adalek deroù maread an tresadennoù du betek diwezh ar VIvet kantved,
Al lekitosoù skoaziek, un emdroadur eus ar seurt boutin e oant. Produet e oant adalek kreiz ar Vvet kantved. Kinklet e veze ar pep brasañ gant teknik ar speurennoù gwenn hag e oant war-dro 20 cm,
Al lekitosoù stumm, dezho nebeutoc'h evit 20 cm uhelder peurliesañ gant ur c'hof ront hag ur sichenn plaen,
Al lekitosoù mezennek, dibaotoc'h evit ar re all, un drolinenn vi dezho gant ur gurunenn pikoù en o zraoñ a laka da soñjal en ur vezenn.