Kuzul Unaniezh Europa (pe Kuzul ar vinistred) a zo un aozadur hag a vod ministred gouarnamant pep stad ezel eus Unaniezh Europa. Kas a ra pep stad un dileuriad hervez an danvez a vo komzet diwar e benn e pep emvod. An tamm mat eus ar galloud reolenniñ hag eus ar galloud lezenniñ e-barzh UE en deus Kuzul Unaniezh Europa. Arabat eo kemmeskañ Kuzul Unaniezh Europa gant :