Ur gador zo ur pezh arrebeuri, pevar zroad peurvuiañ, hag ur c'hein atav dezhañ, a zo graet evit azezañ warnañ.
Kadorioù izel pe uhelik zo hervez o implij. Da azezañ tud ouzh un daol uhel e vo uhel ar c'hadorioù. Da azezañ en iliz e vezont izel a-wechoù.
Tud zo a blij dezho azezañ a-c'haol war ur gador da harpañ o divvrec'h ouzh ar c'hein.
Da vare an Azginivelezh eo e krogjod da gavout keder e ti an dud uhel; ur pezh arrebeuri poblekoc'h e teujont da vout adal an XVIIIvet kantved.