Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
  • Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Rouantelezh an Ostrogoted.
Kartenn eus Italia vizantinat war-dro amzer Jordanes.

Jordanes pe Jornandes a oa un istorour eus ar VIvet kantved a skrive e latin. Ostrogot e oa a orin, ha deuet e oa da vout arianour. N'ouzer ket kalz a dra diwar e benn.

E vuhez

Ur pennad e voe noter e ti ur priñs dianav dimp, ha marteze e teuas da vout eskob Crotone e Calabria. E 551 e voe ur pennad o chom e Kergustentin, gant ar pab Vigilius, hag e Ravenna, a oa kêrbenn Rouantelezh ostrogotek Italia da neuze, ha goude kêrbenn da vare Italia vizantat.

Test e voe eus ar brezelioù gotek a zegasas faezhidigezh an Ostrogoted, e genvroiz, a voe diouennet er bloavezhioù 550.

E oberennoù

Div oberenn zo anavezet: :

De origine actibusque Getarum

Honnezh zo ur gronikenn eus istor ar C'hoted : achuet war-dro 552/53, n'eo nemet un adskrivadenn eus ul levr heñvelanvet savet gant Cassiodorus, un ugent vloaz a-raok.

Jordanes a voe goulennet outañ, gant ur mignon, sevel al levr-se evel un diverrañ eus un istor ar C'hoted skrivet e meur a levrenn un 20 vloaz a-raok gant Cassiodorus, ha kollet abaoe. Dibabet e oa bet Jordanes abalamour ma oa troet gant an istor (krog e oa da sevel e Istor Roma), ma oa ampart da skrivañ en un doare fraezh, ha ma anaveze ar C'hoted.

Troet eo a-du gant ar C'hoted kentoc'h. Kontañ a ra istor ar bobl, adalek hec'h orin war aod ar Mor Baltel, betek e amzer.

Romana

Honnezh zo un Istor roman, a ya betek ar bloaz 552, hag a gemer danvez digant oberourien koshoc'h (Yerom a Stridon en o zouez).

Skrivañ a ra Jordanes n'eo ket desket-bras: koulskoude e skriv latin mat hag e kompren gresianeg.

Levrioù

Daveoù

Liammoù diavaez