Johnniged[1], pe Joniged[2], a veze graet eus gwerzherien ognon Bro-Leon hag a yae da Vreizh-Veur da werzhañ o zrevad, adal dibenn an XIXvet kantved betek eil lodenn an XXvet kantved. Onion Johnny pe Johnny Onion, el liester Johnnies, a vez graet anezho e saozneg. Lesanv ar Vretoned eo e Kerne-Veur.
Hervez kont, al labourer-douar Herri Olier, brezhoneger anezhañ, a voe an hini kentañ anezho o loc'hañ eus Rosko, e 1828.
An dudenn bennañ zo ur Jonig er romant Castle Dor gant ar skrivagnerien gerneveurat Daphne du Maurier hag Arthur Quiller-Couch, un istor Tristan hag Izold hag a c'hoarvez e Kerne-Veur an XIXvet kantved. Ar skrivagner breizhat Yvon Mauffret a gont buhez ur Jonig en e romant yaouankiz Les oignons de la fortune.
Kanet eo bet ar Joniged gant meur a strollad sonerezh : Tonnerre de Brest, an Tri Yann hag an trio EDF.