Indicatoridae

Prodotiscus regulus, luc'hskeudennet
e KwaZulu-Natal (Suafrika).
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Piciformes
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Indicatoridae a zo ur c'herentiad e rummatadur an evned. Heñcherien(Daveoù a vank) pe Heñcherien-mel(Daveoù a vank) a vez graet eus an evned-se dre m'o deus ar brud da gas loened 'zo, evel ar ratel da skouer, war-du tolpadoù gwenan war-bouez o c'han.
Termenet e voe e 1837 gant an evnoniour saoz William Swainson (1789-1855)[1].

Diouzh Doare 6.2 an IOC World Bird List[2] ez a pevar genad d'ober ar c'herentiad :

Genadoù (renket diouzh an urzh filogenetek)

Seitek (17) spesad en holl ; n'eus spesad ebet aet da get (†) en o zouez. N'eus nemet an daou spesad Indicator archipelagicus hag Indicator xanthonotus na vevont ket en Afrika dre m'o c'haver en Azia ar gevred.
Pemp isspesad warn-ugent (25) bev c'hoazh hiziv an deiz.

Notennoù ha daveennoù

  1. (en) Picidae: Woodpeckers Swainson, 1837.
  2. (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Piciformes/Indicatoridae (lennet e-barzh d'ar 6 a viz Mezheven 2016).

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Indicatoridae

a vo kavet e Wikimedia Commons.