Helene zo un anv-badez gresianek hag alamanek, hag a gaver ivez e meur a yezh all hogen e meur a stumm all.
Dont a ra eus ar gregach Ἑλένη/Helénē. Un darmpred a vije gant an heol, a zo ἥλιος/"hélios" e gregach, ha hini ebet gant Ἑλλην /"hellen". Gallout a rafe dont eus ar ger "hêlê", heolsked, pe "hélènè" ur seurt flammerenn lid.