HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul lavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit ar World Wide Web a c'heller lenn dre ar Genrouedad.

Balizennoù

Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant balizennoù[1], da lavaret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe ar merdeer diskwel ar skrid.
Daou-ha-daou peurvuiañ e teu ar balizennoù, a vez skrivet er stumm <balizenn digeriñ>skrid da gemmañ</balizenn klozañ>. Ar valizenn digeriñ a gemenn ar c'hemm a zo da zegas d'ar skrid hag ar valizenn klozañ a verk dibenn ar c'hemm. Da skouer, ar skrid : Diskwel lizherennoù tev er <b>ger-mañ</b> a zeuio evel « Diskwel lizherennoù tev er ger-mañ ».

Balizennoù pennañ

<head>. . .</head>

E-barzh an elfenn <head> e lakaer :

<style>. . .</style>

Etre ar balizennoù-se e skriver an urzhioù CSS (Cascading Style Sheets), da lavaret eo ar stil a fell d'an den lakaat d'ar bajenn : stumm an titloù, ar rannbennadoù, an taolennoù, kuit a skrivañ meur a wech an hevelep urzhioù.

Un urzh CSS a c'heller lakaat e korf ar pennad evit stummañ un elfenn hepken hep kemmañ an urzhioù CSS all, da skouer :
  • E melen dre ziouer e vez warlinennet ur bomm : <mark>pouezus</mark> a ro pouezus
  • Dre CSS e c'heller warlinennañ gant ul liv all : <mark style="background-color:LightBlue;">pouezus</mark> a ro pouezus
<body>. . .</body>

E-barzh ar c'horf body e c'haller kavout balizennoù all, e-giz da skouer :

Skouer

<!DOCTYPE HTML>
<html>
  <head>
    <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
    <title>HTML : ur skouer</title>
    <style>
      p {
       color:red;
       font-family:Palatino
       font-size:1.5em;
       font-weight:bold;
      }
    </style>
  </head>
  <body>
   <p>Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer</p>
  </body>
</html>

a vo diskouezet evel-mañ war ar skramm :

Setu amañ disoc'h ar skrid HTML diskouezet gant ho merdeer

Notenn : urzhioù CSS eo ar re a zo etre ar merkoù HTML <style> ha </style>.

Emdroadur

Ijinet eo bet HTML e 1991 war ziazez SGML (Standard Generalized Markup Language), ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant XHTML (EXtensible HyperText Markup Language) eo bet diazezet HTML war ar standard XML (EXtensible Markup Language) ; gant HTML4 ha dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. Termofis
  2. Universal Character Set Transformation Format1 - 8 bits ; ar reizhiad-se a rankit implijout mar fell deoc'h e vije lakaet al lizherennoù ñ ha Ñ war wel, da skouer.