Un anv-badez eo Gwenvael ([gwɛnˈvɛ:l]), pe Envel (un adsavadur diwar anv Lokenvel, a c'hoarvez eus "log" + "Gwenvael" met komprenet evel "lok" + "Envel"[1]), diwar anv ur sant brezhon kozh.
Er VIvet kantved e oa Sant Wenvael o vevañ evel penitiour e Koad-an-Noz, e-kichen Benac'h, e Bro-Dreger. Breur e oa da santez Yuna.
Lidet e vez d'an 23 a viz Kerzu.
Ur barrez a zo dindan e warez, Lokenvel, e-kichen Benac'h.