Foue
Amanita muscaria tyndrumSarcoscypha coccineaAspergillus fumigatusSpizellomyceteBara louedet
Foue a bep doare
Bukit war pep skeudenn
Rummatadur klasel
Damani Eukaryota
Isdamani Opisthokonta
 • Holomycota
   • Opisthosporidia
Riezad Fungi Linnaeus (1753),
Bartl. (1830), R. T. Moore (1980)
Heñvelsterioù Mycota Alexop., 1962
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Foue[1] ar ra ar vevoniourien eus ar boudoù a ya d'ober ar riezad Fungi en damani anvet Eukaryota[2].
Ledan-meurbet eo ar riezad-se, pa gaver enni ar goell, al louedoù, ar mildiou, ar mergl, ar c'horbon, ar penndu hag ar c'hebell-touseg a zebromp. Foue unkelligek zo, lod all zo bras-kenañ. Meur a zoare kelc'hiad bevañ zo dezho, meur a stumm ha meur a endro. Hervez ar skiantourien ez eus etre 2,2 ha 3,8 milmilion a spesadoù er riezad[3]. Nevez zo ez eo bet adsavet rummadur filogenetek riezad ar foue, a zo rannet bremañ en 1 isriezad, 7 skourrad ha 10 iskourrad ; war-dro 120 000 spesad zo bet deskrivet betek-henn.

Disrann diouzh hini al loened ha hini ar plant eo riezad ar foue, abalamour d'ar c'hitin (un doare glukoz) a zo e speurennoù o kelligoù evel en ezrelegenn an amprevaned hag ar c'hresteneged.
Evel al loened e kavont o boued dre lonkañ molekulennoù a zileizhont dre enzimoù a strewont tro-dro dezho, ha neket dre luc'hgenaoz evel ar plant. Evel ar plant avat, ne fiñvont ket. Kas a reont spor dre avel pe zour evit gouennañ. Ar foue eo a zispeur an darn vrasañ eus an organegoù marv en natur.
Abalamour da gement-se ha da berzhioù all ez eo bet renket ar foue en ur strollad boudoù anvet Eumycota (foue gwir) hag o deus un hendad boutin dezho ; gwechall e veze renket ar foue gant ar plant, hogen abaoe diorroadur ar genetik e ouzer ez int tostoc'h d'al loened.

Er bed a-bezh e kaver foue, met kuzh eo an darn vuiañ anezho dre ma'z int bihan ha ma vevont kuzhet en douar pe en organegoù marv. Kalz anezho zo kedvevat, da lavarout eo e kenvevont gant plant, loened pe foue all ; lod zo arvevat ouzh boudoù all. Ar pezh a welomp anezho eo o frouezh, a anvomp kebell-touseg, bonedegoù (Boletus sp.), morukl (Morchella sp.), puferigoù (Lycoperdon sp.), hag all.

Diwar foue e farder kement boued a lakaer da c'hoiñ : bara, bier, gwin ha lipig soja, da skouer. Diwarno ivez e vez kenderc'het bevastalerioù, dilastezerioù ha skurierioù.
Lod foue zo ker pistrius ma c'hallont lazhañ un den, lod all a lakaer da zrammoù abalamour d'o ferzhioù bredwezher, lod all c'hoazh a c'hall diskar traezoù ha savadurioù.

Doareoù pennañ


Omphalotus nidiformis war an deiz

Omphalotus nidiformis diouzh noz

A-raok ma vefe gouest mab-den da zielfennañ an TDN e veze renket ar foue gant ar plant, evit meur a abeg : chom a reont el lec'h ma vevont, en douar e kreskont peurliesañ, hag e frouezhont.
Hiziv e ouzer e tiforc'has ar foue diouzh ar plant hag al loened en Neoproterozoeg, da lavarout eo war-dro ur milmilion a vloavezhioù zo. Lod eus o doareoù zo kar da re organegi all ha lod all zo dibar dezho, ar pezh o disrann diouzh ar riezadoù all.
Setu amañ un nebeud eus ar perzhioù-se.

Doareoù boutin
Doareoù dibar
Hifennoù (pe gwiennoù) foue

Annezva

Er bed a-bezh ez eus foue, betek en dezerzhioù, strad ar morioù, al lec'hioù sall-meurbet hag ar re a zo skinataet. Lod o deus dreistbevet er skinoù uslimestra hag er skinoù kosmek[4].
War an douar e vev ar pep muiañ eus ar foue, hogen lod a vev en douar hag en dour, pe en dour hepken.

Skeudennaoueg

Setu amañ un nebeudig spesadoù foue, renket dre c'henadoù.

Notennoù

  1. Anv-stroll ; foueenn eo an unanderenn.
  2. Ar foueoniezh eo ar skourr eus ar vevoniezh hag a bed gant ar foue.
  3. (en) Joseph Heitman & all : The Fungal Kingdom, ASM Press, 2017 (ISBN 978-1-55581-957-6)
  4. (en) National Center for Biotechnology in Information