Forseti en e lez-varn (1881) gant Carl Emil Doepler

Forseti (norseg: Forseti "ar c'hadoriad") eo doue al lezenn hag ar gwir e gwengelouriezh lec'hlennat. Kadoriad ar Thing ("bodadenn veur") eo.

Gwengel

Forseti zo eus gouenn an Aesed, mab Balder ha Nanna. E annezlec'h eo an ti anvet Glitnir (pe Glastheim), lec'h ma vez laret ar varnerezh war oberennoù etre an doueed hag an dud gantañ. Dileuret eo evel penn-barner Asgard.

Arroudenn eus ar Grímnismál:

An dekvet eo Glitnir;
diazezet war peulioù aour
hag un doenn arc'hantet warnañ
Forseti a gadoria ennañ a-hed an deiz
O tiskoulmañ ar bec'hioù

Tyr eo doue ar stourm hag ar feulster, hag a zegas an daerijenn e kalon ar wersed, tra ma vez klasket un emglev gant Forseti kentoc'h. Evezhiet eo gantañ ha doujet e vez al lezennoù doueel en tiegezhioù hag er meuriadoù. Forseti, evel mab doue ar sklêrijenn, a varn ar wersed en ur zegas glanidigezh ouzhpenn ar peoc'h, da grouiñ un amzer nevez ha splann evit ar mare a heul.

Hervez testenioù ar sent Willebrord ha Ludger e oa en un enezenn un azeuldi e lec'h ma veze kehelet Forseti, anvet Fositesland. Soñjet e vez eo an enezenn Helgoland. Ur chatal sakr a beure du-hont hag e oa difennet o bosañ.

Levrlennadur

Morzhol Thor Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia Morzhol Thor
Odin | Thor | Baldr | Njörðr | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg | Sif | Nanna | Forseti | Freya | Idunn