Ar flibisterien[1], pe flibusterien(Daveoù a vank), a oa morlaeron er Mor Karib er XVIvet kantved ha XVIIvet kantved hag a lakae en arigrap listri hag aodoù an trevadennoù spagnol. Peurvuiañ e oant Gallaoued, Izelvroiz pe Saozon.

Ar ger

Dont a ra ar ger flibister eus ar ger nederlandek vrijbuiter (« a ra preizh en un doare frank »). Dont a rae ar ger-mañ war wel pa o doa an Hollandiz, emsavet a-enep da veli Spagn warno, paramantet listri kourser evit stourm ouzh ar Spagnoled. Ne oa ket anavezet o statud kourser gant ar Spagnoled avat peogwir ne oa ket an Izelvroioù ur stad dizalc'h d'ar mare-se. Evit moraerion Spagn ne oant nemet morlaeron. War-lerc'h e oa deuet ar flibister da vout ur reder-mor a c'helle bout gopret e-giz kourser e-pad ar brezelioù, merdeiñ evel martolod a goñvers pe ober gant ar morbreizherezh.

Levrlennadur

Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.

Liammoù diavaez

  1. E Geriadur Favereau.