Filip Oillo
Filip Oillo
Filip Oillo e 2008
Anv ofisiel Philippe Oillo
Obererezh Skrivagner, troour
Ganedigezh 1956
e Gwened, Bro-Wened Bro-Wened, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz e 1995

Priz Pêr Jakez Helias e 2022


Filip Oillo zo un emsaver hag ur skrivagner brezhonek.

Ganet e 1956 e Gwened, en ur familh gwriziennet e Teiz e Bro-Wened Uhel, met tremen a reas e yaouankiz en Aljeria hag e Senegal, ma teskas wolofeg. Brezhoneg ivez a zeskas gant e dud-kozh, ha goude e-unan, en ur genderc'hel gant e studi, eus Dakar da Bariz ha da Dolosa ma tapas e ziplom ijinour e Skol Vroadel an Nijerezh.

An Emsaver

Deuet da Vreizh e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980, e kemeras perzh e savidigezh skol Diwan Landerne hag e Gouelioù Kann al Loar, ur gevredigezh a voe prezidant anezhi e-pad 10 vloaz.

E Burev Diwan Breizh e oa bet e-pad pell. Pa soñje dezhañ e oa Diwan o vont da goll hec'h ene e roas e zilez eus ar burev war un dro gant Daniel Kernalegenn, Mari Madeg ha Dora Vargas pa voe anv a sinañ un emglev gant ar Stad c'hall a-benn enframmañ Diwan en deskadurezh Stad dindan renerezh Andrew Lincoln, prezidant Diwan da neuze.

E Kuzul-merañ Ofis ar Brezhoneg e oa bet (2006).

Ar Skrivagner

Apokalips 9, e zanevell gentañ, a voe embannet e 1988 e-barzh Al Liamm. Re all zo bet war he lerc'h: Alc'hwez ar Baradoz, Sant Emilion Da Virviken, Al Loman dizanv, Palankin ar Seizh Plijadur Warn-Ugent....

E 1994 e teuas er-maez kentañ levrenn un droidigezh diwar spagnoleg ar XVvet kantved, levr-bourzh Kristol Goulm (Levr bourzh ar veaj kentañ, levrenn gentañ, Al Liamm).

E 1996, e voe embannet gant Al Liamm, e romant kentañ, Blaz an holen, ac'h eas ar Priz Langleiz gantañ e 1995, istor un den eus kornad Brest hag ac'h a da veajiñ eus Bro-Wened da Goumbala, ur vro faltaziet eus Afrika du.

Disklêriet e oa bet gant an oberour e teuje ur romant all, C'hwezh ar pebr, war-lerc'h. Met n'eo ket deuet er-maez c'hoazh.

E 2021, ec'h eas Priz Danevelloù Ti-Kêr Karaez gant e zanevell Ar Sushi Disoursi, embannet e 2020 e-barzh Al Liamm.

E 2021, e voe embannet gant Al Liamm e eil romant, Dindan ar bili, an traezh, ac'h eas gantañ kentañ Priz Pêr Jakez Helias e 2022, un istor karantez hag a gas ur Breizhad da veajiñ betek Katalonia.

E skridoù