Raktres ur falanksti, hervez Charles Fourier.
Falanksti en Monmouth County, New JerseyJ, SUA.

Ur falanksti[1] (diwar falanks ha ti), pe falansti[2], pe falañsti[3] pe falañster[4] (phalanstère e galleg, diwar phalange/falanks hag an dibenn stère evel er ger monastère/manati[5].) , zo un ti ma'z eo bodet an elfennoù a zo ezhomm da vevañ en ur gumuniezh anvet falanks, diwar anv an arme en Henc'hres. Krouet e oa bet ar meizad gant ar prederour gall Charles Fourier ha kaset da benn gant meur a hini eus e ziskibien.

Ar falanksti

Ar falanksti, hervez Charles Fourier, zo ur seurt leti kenlabour ma c'haller degemer pevar c'hant tiegezh (war-dro daou vil den) e-kreiz un domani 800 devezh-arat ma vez gounezet frouezh ha bleunioù da gentañ -penn. Deskrivañ a ra ivez an trepasoù tommet, ar predvaoù bras, ar c'hambreier plijus.

Falankstioù

Falanksti La Colonie, e Condé-sur-Vesgre.

Meur a falanksti a voe krouet en XIXvet kanved e Bro-C'hall ha SUA dreist-holl.

Falanksti Godin e Guise

Hag ivez :

Levrlennadur

Pennadoù kar

Notennoù

  1. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, pajenn 555b.
  2. Roparz Hemon, NOUVEAU DICTIONNAIRE BRETON FRANÇAIS 6e ÉDITION revue et augmentée, 1978, pajenn 290b.
  3. Kinniget gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
  4. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, pajenn 1015a.
  5. Meneget amañ : http://www.etymonline.com/?term=phalanstery
  6. Db la Collonie de Condé-sur-Vesgre : http://la-colonie.org/public/