Eley Limited zo ur produer munisionoù armoù-tan breizhveurat, savet gant Charles ha Willliam Eley e Londrez er bloavezhioù 1820. Kalz munisionoù disheñvel en deus produet an embregerezh a-hed e istor met bremañ eo ispisializet war ar c'hartouchennoù .22 Long Rifle evit ar sportoù tennañ.
Embann a ra Eley e werzh munisionoù a rummad uhel. E C'hoarioù Olimpek Hañv Tokyo e 2020 e implije an hanter eus ar re tapet ur vedalenn gante en amprouennoù pistolenn ha karabinenn munisionoù ar merk.[1]
E-touez ar c'hartouchennoù .22 LR kinniget gant Eley e kaver ar rummadoù Match, Team, Club ha Sport, bep a live resisted gante. Ar rummad Tenex eo sañset an hini resisañ.[2]