Ur gazeg gant hec'h ebeul o tenañ.
Un ebeul Shetland nevez-c'hanet.
Un ebeul Przewalski nevez-c'hanet (daou zeiz)
Ezhomm o devez an ebeulien da ziskuizhañ muioc'h hag aliesoc'h eget ar c'hezeg bras.

Un ebeul (ebeulien el liester), pe un ebeulez (ebeulezed), a vez graet eus hini bihan ar gazeg.

Douget e vez an ebeul gant e vamm e-pad 11 miz. Buan e vez ganet an ebeulien, aliesoc'h diouzh an noz. Gallout a ra an ebeul chom en e sav un eur war-lerc'h ma vez ganet, trotal a-benn un nebeud eurvezhioù, ha galoupat a-benn un devezh. Hir eo e bavioù, ha ne greskont ket kalz : 90% eus o ment o devez pa vez ganet an ebeul.

Loen all

A bep seurt

Kenwerzh

Un ebeul a vez gwelet war ar pakadoù ha boestadoù chokolad Poulain, krouet en 1848 gant Victor Auguste Poulain e Blois, e Bro-C'hall.

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Ebeulien

a vo kavet e Wikimedia Commons.