Coracina

C. novaehollandiae, luc'hskeudennet
e Takad gwarezet Peter Murrell
(Huntingfield, Tasmania, Aostralia).
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Campephagidae
Anv skiantel
Coracina
Vieillot, 1816
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Coracina a zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1816 gant an evnoniour gall Louis Jean Pierre Vieillot (1748-1831).
Dont a ra e anv eus ar ger gresianek "κορακῖνος" a dalv kement ha bran vihan.

Spesadoù hag an isspesadoù anezhe

Daou spesad golvaneged warn-ugent a ya d'ober ar genad :

Rummatadur

E 2010 e voe embannet[2] er Journal of Biogeography disoc'h al labourioù kaset da benn gant ur skipailh skiantourien[3] : dre-se e tivizas an International Ornithologists' Union (IOC) diblasañ c'hwec'h spesad hag a oa er genad kent — fimbriata, melanoptera, melaschistos, newtoni, polioptera ha typica — d'ar genad Lalage.

Notennoù ha daveennoù

  1. (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Campephagidae/Coracina (lennet e-barzh d'ar 16 a viz Gouere 2018).
  2. (en) Biogeographical history of cuckoo-shrikes (Aves: Passeriformes): transoceanic colonization of Africa from Australo-Papua
  3. Knud A. Jønsson, Rauri C. K. Bowie, Johan A. A. Nylander, Les Christidis, Janette A. Norman & Fjeldså.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Coracina

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:
Coracina