Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Charles |
Deiziad ganedigezh | 14 Mae 1851 |
Lec'h ganedigezh | Lezardrev |
Deiziad ar marv | 7 C'hwe 1915 |
Lec'h ar marv | Vitry-sur-Seine |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | barzh, skrivagner |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Charlez Gwennou (François Charles Marie Guennou e marilh ar boblañs), ganet d'ar 14 a viz Mae 1851 e Lezardrev ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1915 e Vitry-sur-Seine, a oa ur Breizhad aet da vevañ da gorn-bro Pariz.
Mab e oa da Erwan Gwennou, maltouter, ha da vMari-Jann ar C'holen. Labourat a reas evit an hentoù-houarn du-hont met kelenn brezhoneg a reas ivez da Vretoned Pariz ha skrivañ e-leizh a bennadoù e kelaouennoù evel Kroaz ar Vretoned, Ar Vro, L'Hermine. Gantañ e voe adaozet mister kozh Buhez Santez Trifina, war c'houlenn Frañsez Jaffrennou.