Charles Henri Marie Flahault (1852-1935) a oa ul louzawour gall zo bet un diaraoger war tachenn ar c'heolouzawouriezh, ar fitosokiologiezh, ekologiezh ar c'hoadeier hag al ledañ deskamant diwar-benn ar skiantoù. Unan eus ar re gentañ a oa bet oc'h implij naouturioù evel kevelerezh ar plant, lec'h enklask (louzawouriezh), renabl eus ar vleuñvaoueg. Savet en deus un niver a labourioù skiantel a-bouez, roet en deus lañs d'ar sevel kartennoù louzawouriezh hag unan eus ar re gentañ e voe e Bro-C'hall o sevel darempredoù kreñv ha padus etre louzawourien ha koadourien. Savet en deus ouzhpenn Skol-Uhel Louzawouriezh Montpellier, kêr ma oa bet o chom adalek 1881 betek e varv. Savet en deus ivez, gant Georges Fabre, ur wezenneg e l'Hort de Dieu war menez Aigoual, ma klaskas gant birvilh lakaat adplantañ gwez.

Oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]