Catholicon
oberenn skrivet
TitlCatholicon Kemmañ
Tachenngeriadur Kemmañ
EmbannadurQ116924436, Q117469127 Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvlatin, krennvrezhoneg, galleg Kemmañ
Awenet gantCatholicon Kemmañ


Merk ar mouller.

Catholicon eo anv ar geriadur kentañ e brezhoneg, a oa bet skrivet e teir yezh, brezhoneg, galleg ha latin : ennañ e vez kavet an droidigezh c’hallek eus ar gerioù brezhonek kement hag o c’hevatal e latin.

Ar c'hentañ geriadur galleg an hini eo ivez enta ha war an dro ar c'hentañ geriadur teiryezhek er bed[1].

Savet e voe, pe beurechuet da vihanañ, e 1464 (d'ar 16 a viz Eost hervez) gant Jehan Lagadeuc, person e Plougonven, ha moullet e voe evit ar wech kentañ d'ar 5 a viz Du 1499 e Landreger gant Jehan Calvez (Euzen Roperz e lizherennour). O soñjal e kloareged yaouank Breizh o vont war o studi e oa bet savet an oberenn-mañ evit o skoazellañ da zeskiñ latin evel ma vez diskouezet splann amañ dindan (bet treuzskrivet e brezhoneg a-vremañ) :

Me, Yann Lagadeg, eus parrez Plougonven, en eskopti Treger, Bachelour war an arzoù hag an dekredoù, goude ma n'on ket dellezek d'en ober, savet am eus al levr bihan-mañ evit talvezout da gloer vihan baour Breizh peotramant d'ar re zo dizesk war al latin.

Anvet e oa bet Catholicon (geriadur hollel), pa ne oa ket bet roet an anv-se gant an oberour, moarvat diwar anv ur geriadur all, ar geriadur latin brudet a oa anvet Catholicon ivez (Summa grammaticalis quae vocatur Catholicon), savet gant an Dominikan Giovanni Balbi (Johannes Januensis de Balbis), eus Genova, hag echuet d’ar 7 a viz Meurzh 1286.

Un eil embannadur kemmet a oa bet graet gant Jehan Corre (beleg en eskopti Landreger) e penn-kentañ ar XVIvet kantved hag un trede (31 a viz Genver 1521) gant al Leonad Yvon Quillévéré, marc'hadour-levrioù hag embanner e Pariz. Ur pevare embannadur a oa bet aozet e 1867 gant René-François Le Men (diellour e departamant Penn-ar-Bed), tri c'hant skouerenn anezhañ bet moullet en Oriant (Embannadur Corfmat).

Pelec'h emañ Catholicon ?

Da lenn

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. Jean-Claude Boulanger, Les inventeurs de dictionnaire, Les presses de l'université d'Ottawa, 2003, p.347 Lenn en linenn
  2. Rouedad mediaouegoù Kemper Breizh-Izel. Kavet : 26 Eost 23.