Gant ar ger «Cacique» e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Cacique (disheñvelout).
Cangapol, cacique ar bobl tehuelche, en XVIIIvet kantved.
Cacique zo ur ger spagnolek, tremenet e portugaleg ivez, deuet eus ar ger arawakek *cakchiqueles, anv roueed pobloù arawakek ar Mor Karib, an Arawaked.[1],[2] Kasik eo ar stumm brezhonek, kasikez evit ur rouanez.
Istor
Ar ger-se a veze implijet gant ar Spagnoled adal deroù an trevadenniñ evit ober anv eus ne vern peseurt tiern pe briñs amerindian. Dre lezenn zoken e tifenne rouaned Spagn ober an anv a roue eus hini ebet eus renerien an Amerindianed.
Un diell ofisiel eus ar 26 a viz C'hwevrer1538 a erbede ober gant ar ger cacique eus renerien an Amerindianed, ar pezh a lakae war ar memes renk pennoù ar meuriadoù bihan hag ar rouaned ha diskennidi eus an impalaerien rakspagnol. Ar ger señor ("aotrou") a oa arabat ober outo.
"...así convenía a nuestro servicio y preeminencia Real y mandamos a los virreyes y Audiencias que no lo consientan ni permitan y solamente pueden llamarse caciques y principales".|col2= " ... així convenia al nostre servei i preeminència Reial i manem als virreis i Audiències que no ho consentin ni permetin i només es poden anomenar cacics i principals". Reial Cèdula de 1538 [3]
Un toullad kasiked a voe lakaet d'ar marv da vare an aloubadeg spagnol met padout a reas ar gasikelezh amerindian e-pad kanvedoù c'hoazh. Roudoù anezhi a chom c'hoazh, petra bennak ma vez implijet ar ger líder (eus ar ger saoznek leader) muioc'h bremañ da envel ar pennoù ar pobloù amerindia. Gwir eo e seblant diaes da gompren ar garg-se da Europeiz. Ne oa ken bras-se pouez ar gasiked e-touez an holl bobloù, hervez youl ar bodadoù pobl, evel en hon breujoù-ni, e oa brasoc'h pe bihanoc'h.
"... muchas naciones y gentes de indios no sufren reyes ni señores absolutos, sino viven en behetría (...) comunidades, donde se gobiernan por consejo de muchos".|Joseph de Acosta[4]
An istorour Charles C. Mann a zo savet a-enep implij an anv cacique en lec'h roue, petra bennak ma veze implijet evit ober anv eus barbared evel an Huned hag ar Franked[5].
Sterioù all
Gant an amzer ez eus deuet sterioù arall d'ar ger cacique er broioù spagnolek :[1]