Logo an embregerezh Beretta.

Beretta, e stumm hir Fabbrica d'Armi Pietro Beretta, zo un embregerezh prevez armoù-tan eus Italia. E armoù a vez implijet en armeoù, gant ar polis gant tennerien-sport er bed a-bezh. Beretta, savet er XVIvet kantved, eo ar produer pezhioù armoù-tan koshañ er bed, ha pourvezet en deus an holl vrezelioù bras en Europa abaoe 1650[1]. He sez a zo e Gardone (Lombardia).

Istor

Fakturenn evit 185 kanol akebut savet gant Bartolomeo Beretta, warnañ deiziad an 3 a viz Here 1526.

Orin

Kailh houarn a veze tennet deus Val Trompia, un draoñienn e proviñs Brescia (Lombardia) abaoe mare Impalaeriezh Roma. Brudet e oa al lec'h er Grennamzer evit e c'hovelioù. Goude an Azginivelezh e teuas da vezañ ur greizenn broduiñ armoù a bouez. E-kreiz ar XVIvet kantved e oa daou-ugent govel eno, pourvezet gant pemzek mengleuz hag eizh teuzerezh. Eno e oa ganet Beretta, e kêriadenn Gardone.[2]

Ar c'hovel Beretta a zo anezhi abaoe deroù ar XVIvet kantved. Roud a zo eus ur fakturenn sinet d'an 3 a viz Here 1526 gant ar maestro di canne (mestr kanolier) Bartolomeo Beretta evit Republik Venezia evit 185 kanol akebut, 296 dugad o friz.[3]

E 1571 e c'hounez ar C'hevread Santel emgann Lepanto a-drugarez da ganolioù produet e traoñienn Gardone[4]. Kreskiñ a ra tamm-ha-tamm brud ar familh Beretta. E 1640 e kinnig Giovani Antonio Beretta ur c'hanol da gargañ dre e gulasenn da Republik Venezia, met daoust d'e vodernelezh eo re ger an arm nevez da vezañ produet a-rummadoù. E fin ar XVIIvet kantved e oa deuet Beretta da vezañ an eil produer kanolioù brasañ e Gardone[2]. E 1730 emañ ar familh Beretta produerien vrasañ kanolioù Norzh Italia. Redek a ra dour da vilin ar familh d'ar c'houlz-se : da skouer e c'houlenn gante Republik Napoli produiñ 12.000 fuzuilh, o baionetez hag 20.000 pistolenn. E 1760 e c'houlenn Republik Venezia 20.000 fuzuilh digant Beretta ha Giovani Batista, ur produour all eus ar memes rannvro. E deroù an XIXvet kantved e pourvez Beretta armeoù Napoleon Iañ gant armoù-tan, met fin an Impalaeriezh (1815) a lak kalz labouradegoù armoù da vont da get. Treuzvevañ a ra an embregerezh ha roet e vez dezhañ e anv a-vremañ, Fabbrica d'Armi Pietro Beretta. Chom a ra etre daouarn ar memes familh a glask bepred diorren anezhañ en ur vodernizaat an aliesañ ar gwellañ an armoù kinniget hag an ostilhoù hag an teknikoù d'o froduiñ. Adalek 1870 e krog an embregerezh da labourat war daou dakad disheñvel, an armoù brezel eus un tu, hag ar fuzuilhoù chase eus an tu all.[4]

XXvet kantved

Ur Beretta M1918.

E 1918 e voe implijet gant arme Italia ar Beretta Model 1918, unan eus ar pistolennoù-mindrailher kentañ er bed. En Eil Brezel-bed e produas Beretta armoù-skoaz hag armoù-dorn evit arme Italia betek harz-brezel 1943. Diwar neuze e voe seizet an embregerezh gant an Alamaned ha produet armoù evite betek 1945.

Goude an Eil Brezel-bed e labouras Beretta war dresañ ha kempenn ar fuzuilhoù M1 Garand roet da arme Italia gant Stadoù-Unanet Amerika. An adstumm Beretta BM-59 a voe savet diwarne.

Er bloavezhioù 1980 e krogas Beretta da vezañ brudet en SUA pa voe choazet e bistolenn Beretta 92 evel arm servij an United States Army dindan an anv M9. Savet e voe ar strollad Beretta Firearms USA evit produiñ ha gwerzhañ armoù-tan eno. E 2014 e oa bet gwerzhet 600.000 pistolenn M9 da arme SUA[5].

Adalek fin ar bloavezhioù 1980 e krogas Beretta da brenañ embregerezhioù armoù italian (Benelli, Franchi) hag european. Bodet eo bremañ an holl embregerezhioù-se er strollad Beretta Holding. Perzh eo Beretta eus an Hénokiens, ur strollad embregerezhioù a zo bet savet daou gantved zo da nebeutañ ha perc'hennet gant ar memes familh abaoe.

Beretta 92FS

Produioù

Pistolennoù damaotomatek

Revolverioù

Fuzuilhoù-pomp

Fuzuilhoù ha karabinennoù

Ur soudard italian gantañ ur fuzuilh-arsailh Beretta ARX 160.

Fuzuilhoù-arsailh

Pistolennoù-mindrailher

Bannerezed-greunadennoù

Daveennoù

  1. (en) Lisa ANDERSON, Still the big uns of weaponry, Chicago Tribune, 30/10/1990
  2. 2,0 ha2,1 (en)International Directory of Company Histories, Vol. 39. St. James Press, 2001
  3. (fr)Beretta de 1526 jusqu'à nos jours war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 02/01/2024)
  4. 4,0 ha4,1 (fr) MALHERBE Michel, Les pistolets Beretta, Pardès, 1991, 172 p.
  5. (en)U.S. Army acquires additional Beretta M9 9 mm pistols, ShootingIllustrated.com, 29/07/2014
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan