Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Awen a reer eus ar broud a ra d'an arzourien ha d'an arzourezed bezañ gouest da grouiñ un oberenn.

Heñvel eo ar ger brezhonek awen ouzh ar ger kembraek nemet e ra Kembreiz dave d'o barzhoniezh hepken hag e weler an awen meneget gant ar varzhed koshañ.

Koulskoude ec'h anavezer ur meizad heñvel e pobloù indezeuropat, henroman (Ovidius a ra dave d’an aetheritus spiritus, ar speredoù neñvel[1]) ha henc'hresian, pa voe kaoz eus ar Muzezed, doueezed a c’hwezhe an atiz d’an arzourien. E brezhoneg eo bet lakaet awen da dalvezout evit ar pezh a vroud an arzourien hag an arzourezed da grouiñ.

An hengoun lennegel kembraek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Historia Britonum gant Nennius e kaver anv ar barzh kozh-tre, Talhaearn Tad Awen. Dindan an awen e krede Gerallt Gymro e voe savet diouganoù gant tud dizoue, barzhed ha profeded pagan. Met ne veze ket gwelet gant an holl ez eo pagan an Awen pa oa boas ar varzhed kentidik kembraek da venegiñ an Awen e penn o barzhonegoù, en ur c'houlenn ma vije kaset gant Doue, da skouer. Un nebeud kantvedoù diwezhatoc'h, ar barzh Siôn Cent a ziarbenn ar « vuzeenn bagan » enebiet ouzh ar « vuzeenn gristen ». En e varr e oa an tabut pa voe dalc’het an arguz dre barzhonegoù brudet bras etre Edmwnd Prys, arc'hdiagon Meirionnydd (1543-1623), hag ar barzh Wiliam Cynwal (marv e 1587 pe 1588).

Awen liespleg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

• Y Chwaer Bosco, "Awen y Cynfeirdd a'r Gogynfeirdd". E-barzh Beirdd a Thywysogion’’[2], Morfydd E. Owen & Brynley (renerezh), F. Roberts, Kerdiz, 1996. • Gruffydd Aled Williams (renerezh), Ymryson Edmund Prys a Wiliam Cynwal’’, Kerdiz, 1986.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzh

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Est deus in nobis, et sunt commercia caeli: sedibus aetheriis spiritus ille venit. ("Un doue zo ennomp, hag eskemm gant an neñv a reomp : eus ar speredoù neñvel e teu an awen") en Ars amatoria, levrenn 3, 549-550. Kavet : 27 Gou 24.
  2. Barzhed ha priñsed.