Ur pennad Atenaios (soner) zo ivez.
Deipnosophistae, 1535

Atenaios, pe Athenaios (Ἀθήναιος / Athếnaios pe Ἀθήναιος Nαυκρατίτης e gregach hag Athenaeus Naucratita e latin), a oa ganet e Naukratis, en Egipt, war-dro 170 goude JK, ha marvet en IIIe kantved, a oa ul lenneg ha yezhadurour hellazat.

An oberour

An tammoù traoù anavezet diwar e benn a zeu eus e oberennoù. Ganet e oa en Egipt, en amzer an impalaer Marcus Aurelius moarvat, graet studioù gantañ en Aleksandria, ma vevas etre 170 ha 230. Goude ez eas da Roma hag e savas Δειπνοσοφισταί / Deipnosophistaí, « banvez ar sofegourien », damveneg da Komzoù ouzh taol gant Ploutarc'hos hag Ar Banvez gant Platon. Hervez ar skrid-se en-eeun en devije skrivet ivez ur pleustrad diwar-benn rouaned Siria hag un displeg d'ur gomedienn, Ar Pesked , skrivet gant un den anvet Arc'hippos, kempredad da Aristofanes. Mervel a eure goude 223 moarvat.

Levrlennadur