Apollon Lykia, delwenn graet e deroù an impalaeriezh roman diwar un delwenn c'hresian eus ar IVe kantved kt JK (Mirdi al Louvre).

Apollon (Ἀπόλλων, Apóllōn e henc'hresianeg, pe Ἀπέλλων, Apellōn; latinekaet en Apollo) e oa doue ar gouloù e mojennoù Henc'hres: eñ eo a zegas an heol.

Doue meur

Ouzhpenn-se e oa ivez doue

Bez' e oa ivez

Tiegezh

Mab eo da Zeus ha da Leto, ha breur gevell eo d'an hemolc'herez werc'h Artemis, he devoa kemeret lec'h Selene, doueez al Loar.

Doue gwarezour kêr Delfi eo Apollon, anvet "Apollo ar Pythia", doue an diougan.

En Henc'hres klasel e kemeras lec'h Helios, doue an Heol. Doue an drevadennerien e oa Apollon koulz ha gwarezer an tropelloù. Dre hanterouriezh e vab Asklepios e rene war ar medisinerezh. Abalamour d'e c'halloud da reiñ diouganoù pe orakloù e Delfi eo bet Apollon unan eus an doueoù olimpat pouezusañ.

E mitologiezh an Etrusked, levezonet gant ar C'hresianed, e kaver Apulu. Er vitologiezh roman eo bet degemeret dindan ar memes anv hag eo bet azeulet muioc'h-muiañ evel an Doue Heol (Sol e latin) hag e reas berzh bras an azeulerezh anezhañ en IIIe kantved. Pa veze Selene, doueez al Loar ha c'hoar da Helios, e veze gwelet erfin evel ur c'hoar all da Apollon.

Karantezioù

Idas ha Marpessa dispartiet gant Zeus diouzh Apollon. Psykter atikat ha dremmoù ruz, Staatliche Antikensammlungen.
Apollon, Hyakinthos ha Kyparissos, Aleksandr Ivanov, 1834.

Brudet e oa kened an doue Apollon met ne rae ket berzh gant e garantezioù[1],[2]. Karout a rae nimfenned, tud ivez, paotred ha merc'hed kenkoulz all, doueoù ral a wech[3].

Lies a wech avat ne ra ket berzh.

Lec'hioù-azeuliñ

Apollon , an doue diouganer, a veze aterset gant an dud ha a deue da gêr Delfi da glevout e orakloù (hag ivez da gêrioù Delos, Patara pe Klaros).

Skridoù orin (troet e galleg)

Notennoù

  1. Gantz, p.94
  2. Graf, p.105.
  3. Gantz, p.89.
  4. Pindaros, Pythiques, IX, 5-70 ; kentañ meneg e Katalog ar Maouezed, gant Hesiodos, darn 125 MW.
  5. Ilias, IX, 555-564.
  6. 6,0 ha6,1 Simonides Keos, darn 563 PMG.
  7. Ptolemaios C'hennos, 151b.
  8. Praksilla Sikyon, frag. 7 Bergk = scholie à Théocrite, Idylles, V, 83a ; PauDes, III, 13, 2-4.
  9. SerCom, III, 271.
  10. Conon, FGrH 26 F I, 33 ; Lukian Samosata, Dialogue des dieux, 2-4.
An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes