Anu pe Ana (Anann pe Anand) a zo anv un doueez-douar meneget e gwengeloù Iwerzhon.
E Sanas Cormaic, eus an IXvet kantved, e c'haller lenn:
Gallout a ra bout un doueez anezhi he-unan[1] pe gallout a ra bout un anv arall evit Danu. E Lebor Gabála Érenn e vez graet Anand ag ar Morrígan. Dre ma vez mesket he anv gant meur a voud, e c'hall bout diaes gouzout a be doueez e taveer.[1] Dont a ra an anv ag ar c'hentkeltieg *Φanon-.[2][3]
Anu zo ereet ouzh Cúige Mumhan: an torgennoù e stumm divvronn anavezet evel Dá Chích Anann ("Divvronn Anu")[4] e Kontelezh Ciarraí zo bet anvet hervezi.[5]
E Breizh-veur e kaver ur boud anvet “Gentle Annie”, hag a c'hall pellaat an droug. Ur sell damheñval a c'hall bout kavet pa zaveer da voudigoù evel “The Good People”.[6]