Ur pennad Caterina Gonzaga zo ivez.
Anna Caterina Gonzaga (1566-1621).

Anna Caterina Gonzaga (Mantova, 1566 – Innsbruck, 1621) a oa ur briñsez italian eus Tiegezh Gonzaga Mantova.

He buhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Guglielmo Gonzaga, dug Mantova ha Monferrato, ha da Eleonora Aostria, ur verc'h d'an Impalaer santel Ferdinand Iañ.

Pa varvas he zad ez eas an dugelezh gant he breur Vincenzo Iañ Gonzaga.

Dimeziñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Mae 1582, da 16 vloaz, e voe dimezet en Innsbruck d'hec'h eontr intañv Ferdinant II (1529-1595), arc'hdug Aostria-Tirol, ha 36 vloaz koshoc'h egeti.


He bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad tri bloavezh kentaén o friedelezh he devoe teir merc'h:

Intañvez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas he fried e 1595. 29 bloaz e oa Anna Caterina Gonzaga. Da leanez ez eas an intañvez. Mervel a reas e 1621, 26 vloaz goude Ferdinand. Kaoz zo d'he lakaat da santez.