Kartenn broioù Amerika Latin (yezhoù a orin latin). Belize he deus un vinorelezh spagnolek vras.
Amerika Latin a vez implijet peurliesañ da dalvezout kement hag un tiriad eus Douar an Tan betek Mec'hiko gant an unvaniezh sevenadurel da heul:
komzet e vez yezhoù latin e peurvuiañ eus ar broioù : spagnoleg ha portugaleg dreist-holl, ha galleg e kornioù zo a-wechoù; met ral eo e vije graet anv eus ar broioù gallek pa gomzer eus Amerika Latin.
un tiriad 22 milion km² e c'horread ha 540 milion e boblañs hag a gav e identelezh en o istorioù trevadennel hag o stourmoù dizalc'hiezh heñvel, terkañ an diriegezh hag an darempredoù sokial[1].
An droienn « Amerika latin » zo bet implijet evit ar wech kentañ gant ar barzh kolombiaat José María Torres Caicedo e 1856[2] ha gant ar sokialour chileat Francisco Bilbao, an daou-mañ tost da Félicité de Lamennais[3].
Meiziad un Amerika katolik ha latin e-keñver un Amerika angl-ha-saoz ha protestant zo bet adimplijet gant Napoleon III[2].
↑Claude Bataillon, Jean-Paul Deler, Hervé Théry,Géographie universelle, vol. 3, Amérique latine, chapitre 1, « Ce que latine veut dire », 1991.
↑ 2,0 ha2,1Yves Saint-Geours, « L'Amérique latine est le laboratoire du monde », dans L'Histoire, n°322, juillet-août 2007, p.8
↑Vicente Romero, « Du nominal “latin” pour l’Autre Amérique. Notes sur la naissance et le sens du nom « Amérique latine » autour des années 1850 », Histoire et Sociétés de l'Amérique latine, nº7, premier semestre 1998, pp. 57 – 86
http://www.monde-diplomatique.fr/ – Ar Monde diplomatique – Ur bern pennadoù-skrid diwar-benn ar politikerezh hag an douarbolitikerezh en Amerika latin.