Almere | |
---|---|
Kumun en Izelvroioù | |
De Citadel, e kreiz-kêr | |
Proviñs | Flevoland |
Kod post | 1300-1379 |
Maer | Annemarie Jorritsma (VVD) |
Gorread • Hollad • Douar • Dour |
248,77 km² 130,33 km² 118,44 km2 |
Hed | 5° 13' Reter |
Led | 52° 22' Norzh |
Poblañs | 187 002 (31 MAE2009) |
Piramidenn an oadoù (2009) | |
Stankter | 1435 ann./km² |
Internet | www.almere.nl/ |
Almere (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Flevoland en Izelvroioù. Stok ouzh Lelystad ha Zeewolde eo. Er gumun emañ an distrigoù da-heul : Almere Stad, Almere Haven, Almere Buiten, Almere Hout, Almere Poort hag Almere Pampus. E polder Zuidelijk Flevoland emañ, ha kêr gornôgelañ proviñs Flevoland eo.
Unan eus kêrioù nevesañ an Izelvroioù eo Almere : an ti kentañ a voe savet e 1976, hag ur gumun e teuas Almere da vezañ e 1984. A-fet niver a annezidi ez eo kumun vrasañ Flevoland[1], hag eizhvet kêr vrasañ an Izelvroioù[2]. E miz Here 2007 e voe un emglev etre dilennidi kuzul-kêr Almere ha gouarnamant an Izelvroioù da vont betek 350 000 annezad a-benn 2030[3].
Bep bloaz e vez aozet Defqon1 (ur festival sonerezh elektronek) en Almere. E-tro 40 000 den a gemer perzh ennañ.
Raktreset e oa bet e vefe implijet ar vro da labourat an douar. Met goude an Eil Brezel-bed e kreskas buan poblañs Amsterdam ha neuze e voe rakterset sevel div gêr e polder Oostelijk Flevoland hag e hini Zuidelijk Flevoland. The town in Oostelijk Flevoland became Lelystad eo a voe savet en Oostelijk Flevoland. An hini savet e Zuidelijk Flevoland a oa anvet Zuidweststad er raktresoù kentañ, hag e 1970 e voe dibabet an anv Almere, diwar anv kentañ Zuiderzee er Grennamzer. E 1976 e voe savet ti kentañ Almere. D'ar mare-se e veze meret Almere gant Openbaar Lichaam Zuidelijke IJsselmeerpolders (Z.IJ.P.). E 1984 e voe lakaet Almere da gumun.
Annemarie Jorritsma-Lebbink (VVD) eo maerez Almere abaoe ar 16 a viz Eost 2003. D'ar 7 a viz Ebrel 2006 e voe aozet ar c'huzul nevez :
Listennad maered :
D'an 2 a viz Genver 1984 e voe aozet ar c'huzul-kêr kentañ, ma kemeras perzh ennañ Koos Rietkerk hag a oa ministr an diabarzh d'ar mare-se. D'an 21 a viz Gwengolo 1983 e oa bet aozet an dilennadegoù. A-raok 1984 e veze meret Almere gant un Adviesraad a veze dibabet bep daou vloaz (1978-1980, 1980-1982, 1982-1984). Savet e oa an Adviesraad war skouer forzh pe guzul-kêr : ennañ e oa izili eus strolladoù politikel liesseurt. D'an 11 a viz Meurzh 1977 e voe dilennet an adviescommissie kentañ. Ur bodad ennañ 5 den eo. Abaoe 1998 ez eus 39 dileuriad e kuzul-kêr Almere.
Strollad | 1984 | 1986 | 1990 | 1994 | 1998 | 2002 | 2006 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
PvdA | 10 | 14 | 9 | 6 | 9 | 7 | 12 |
VVD | 5 | 5 | 7 | 10 | 12 | 8 | 7 |
Leefbaar Almere | - | - | - | - | - | 9 | 4 |
SP | - | - | - | - | - | - | 4 |
GroenLinks | 2 | 1 | 3 | 4 | 4 | 4 | 3 |
CDA | 2 | 3 | 4 | 3 | 3 | 4 | 3 |
Almere Partij | - | 1 | 2 | 2 | 3 | 2 | 2 |
ChristenUnie | - | - | - | - | 1 | 1 | 2 |
D66 | 1 | 2 | 7 | 10 | 5 | 2 | 1 |
Verenigde Senioren Partij | - | - | - | - | 1 | 1 | 1 |
Stadspartij Almere | - | - | - | - | 1 | 1 | - |
CP/CD | 2 | 1 | 1 | 2 | - | - | - |
Stap '84 | 1 | - | - | - | - | - | - |
Hollad | 23 | 27 | 33 | 37 | 39 | 39 | 39 |
C'hwec'h distrig (stadsdelen) zo en Almere[4].
|
|
En Almere ez eo rannet an hentoù e teir lodenn : unan evit ar c'hiri, unan evit ar c'hirri-boutin hag unan all evit an dud war varc'h-houarn. Liammet eo Almere ouzh ar gourhent A6 hag ouzh an hini A27.
E 1987 e voe liammet Almere ouzh rouedad hentoù-houarn broadel an Izelvroioù (Nederlandse Spoorwegen). E 1988 e voe peurechuet hentoù-houarn Flevolijn, da vont betek ti-gar Weesp ha hini Lelystad Centrum. Pemp ti-gar a zo en Almere :
Ur raktres a zo da sevel unan all, a vefe anvet Almere Poort.
Dek linenn karr-boutin a zo en Almere :
Al lod brasañ anezho a dremen bep 7 munutenn. Ouzhpenn ez eus ivez kirri-boutin rannvro da vont da Hilversum, Zeewolde, Harderwijk, Schiphol, ha da di-gar Amsterdam Amstel.
Gevellet eo Almere gant ar c'hêrioù da-heul:[6],[7]
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |