Delwenn eus Alkibiades

Alkibiades (e henc’hresianeg: Ἀλκιβιάδης Alkibiádēs), mab Kleinias, eus demos Skambonidai en Aten, zo bet ur politikour Atenat, ur prezegennour hag ur jeneral (war-dro 450 kent J.-K.–404 kent J.-K.). An ezel brudet diwezhañ zo anezhañ e tiegezh brientinien e vamm, an Alcmaeonidae. Kemer ar reas ur perzh a-bouez en eil hanterenn Brezel ar Peloponnesos evel kuzulier strategek, penn arme, ha politikour.

E-kerzh Brezel ar Peloponnesos, Alkibiades a chañchas tu meur a wezh. En Aten, e deroù ar bloavezhioù 410 kent J.-K., e oa a-du gant ur politikerezh estren taer, hag e oa unan eus ar re a oa lakaet e penn Ergerzhadeg Sikilia, met tec’hout a reas da Sparta goude bezañ tamallet da vezañ graet traoù disakr gant e enebourien. E Sparta, e voe kuzulier strategel. Kinnig pe evezhiañ a reas un nebeud ergerzhadennoù brezel a-enep Aten. E Sparta ivez, koulskoude, Alkibiades a c’hounezas enebourien c’halloudus ha ret e voe dezhañ tec’hout d’an Impalaeriezh pers. Eno ivez e kuzulias ar satrap Tisafernes betek ma oa galvet en-dro en Aten a-drugarez d’e gevredidi politikel. Dont a reas neuze da vezañ strategour en Aten e-pad un nebeud bloavezhioù, met dont a reas e enebourien a-benn da gas anezhañ en harlu un eil gwezh en diwezh.

Ergerzhadeg Sikilia a oa bet savet war intrudu Alkibiades, ha lod eus an istorourien a vremañ o deus lavaret he dije graet berzh ma vije bet renet gant Alkibiades ha neket gant Nikias, marteze[1]. Pa oa e Sparta en doe Alkibiades ur roll a-bouez e kolloù Aten. Kemeridigezh Decelea hag emsavadeg meur a geoded sujet da Aten a c’hoarvezas da-heul e alioù pe gant e skoazell. Ur wezh distroet d'e geoded c'henidik, avat, en doe ur roll a-bouez en un heuliad trec’hoù eus Aten a lakaas Sparta da c’houlenn ar peoc’h digant e enebourez. Ren a rae ar brezel en un doare fin. Gounit a reas keodedoù alies dre drubardiezh pe oc’h atropañ kentoc’h evit da-heul sezizoù[2]. Donezonoù Alkibiades war dachenn ar brezel hag ar politikerezh a voe talvoudus alies d’an neb a servije, met e bleg da ober enebourien c’halloudus a viras outañ a chom re bell er memes lec’h ; hag, e diwezh ar brezel en doa atizet, e deroù ar bloavezhioù 410, e oa tremenet mare e levezon bolitikel.

Jean-Léon Gérôme (1824–1904): Sokrates o klask Alkibiades e ti Aspasia, 1861.

Distro diwezhañ Alkibiades

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mikael de Napoli (1808–1892): Marv Alkibiades (1839 circa), Mirdi arkeologiezh broadel Naplez.

Klask a reas Alkibiades sikour e genvroiz kent emgann Aegospotamos[3]. En em rentañ a reas kont e oa eoret morlu Aten en ul lec’h dañjerus hag aliañ a reas ar strategourien da vont da Sestus e lec’h ma c’hallfent tennañ o mad eus ar porzh hag eus ar geoded[4]. Diodoros, avat, ne ra ket anv eus an ali-se, ha lavaret a ra kentoc’h e kinnigas Alkibiades sikour digant an Traked d’ar jeneraled gant ma vefe rannet renerezh an arme gantañ. Ar jeneraled, "o soñjal ez afe ar garez gante ma vijent trec’het ha ma vijen trec’h e vefe lakaet gant an holl war gont Alkibiades", a c’houlennas gantañ mont kuit ha chom hep tostaat d’ar c’hamp en-dro[5],[6]. Un nebeud devezhioù war-lerc’h e oa distrujet morlu Aten penn-da-benn gant ar jeneral Lysandros.

Marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude emgann Aegospotamos, Alkibiades a dreuzas an Hellespontos hag a glaskas repu e Phrygia, gant an dezv da c’hounit skoazell Artakserses a-enep Sparta. Met Spartaiz a atizas ar satrap da lazhañ Alkibiades. Hervez Ploutarc’hos e kasas Lysandros ur c’hannad da Farnabazus a gasas neuze e vreur betek Phrygia e lec’h ma oa Alkibiades o vevañ gant e vestrez, Timandra. E -404, evel ma oa war-nes mont da lez an impalaer, e oa gronnet e di ha c'hwezañ a rejod tan ennañ. O welet ne c’halle ket tec’hout e frammas war e vuntrerien, ur gleze gantañ en e zorn, ha lazhet e voe gant biroù[7] . Hervez Aristoteles, e varvas Alkibiades en Elaphus, ur menez eus Phrygia.[8].

Notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. A. Vlachos, Thucydides' Bias, 59 &c.
  2. P.B. Kern, Ancient Siege Warfare, 151.
  3. B. Perrin, Marv Alkibiades , 25–37.
  4. Ksenofon, Hellenica, 2.1.25.
  5. "Hellenica2.1.25"
  6. Diodoros, 105 Bibliotheke, XIII.
  7. Ploutarc’hos, 39 Alkibiades.
  8. Aristoteles, 578b27 Istor al loened

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

‘‘Apology|Plato ‘‘Symposium|Plato

Mammennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Alkibiades

a vo kavet e Wikimedia Commons.