An Ankou o c'hoari an echedoù,livet gant Albertus Pictor, Iliz Täby, eskopti Stockholm.
Kouerien o tañsal, gant Albertus Pictor, Härkeberga kyrka, Uppland, war-dro 1480.

Albertus Pictor (Alberzh al Livour), ganet war-dro 1440 ha marvet war-dro 1507, anvet ivez Albert Pictor, Albert Målare, pe Albrekt Pärlstickare a oa ul livour svedat a labouras da livañ mogerioù en ilizoù e vro e dibenn ar Grennamzer.

Albertus Immenhusen e oa e anv, diwar anv ar gêr alaman e Hessen a oa ginidik anezhi. Kentañ meneg anezhañ en dihelloù a voe e 1465, pa voe degemeret evel bourc'hiz en Arboga. Eizh vloaz goude ez eas da Stockholm, hag eno e kemeras stal-labour ul livour all, Johan Målare, e Gamla stan, a oa intañvezet e wreg, ma timezas Albertus dezhi.


Brudet e oa evel arzour fonnus, ha hedro, livour hag ivez ograour ha broder, lesanvet "Pärlstickare", ar perlezenner. Mont a rae da redek bro ha da livañ en nevezamzer, hag echuiñ en diskar-amzer. Er goañv e sone hag e vrode.

Evit e livadurioù ne chom nemet un 30 murlivadur en ilizoù e kornad Mälaren, ha 10 anezho sinet gantañ.


Levezon

Gant e livadur eus an Ankou o c'hoari echedoù eo bet awenet Ingmar Bergman da aozañ ur pennad eus e film Det sjunde inseglet (Ar seizhvet siell) e 1957, pa stag ur marc'heg da c'hoari gant an Ankou. Albertus Pictor e-unan a weler o livañ ur vogerenn en iliz hag oc'h ober kaoz gant skoedour ar marc'heg.

Ilizoù enne murlivadurioù Albertus Pictor

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Albertus Pictor

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Taolennoù