An aeled, pe aelez, a zo krouadurioù meneget er Bibl, kenkoulz en Testamant Kozh hag en Testamant Nevez.
E yezhoù ar Bibl eo malak en hebraeg hag aggelos e gresianeg ar gerioù implijet evit "ael". An daou c'her-se o deus an hevelep ster: "an hini kaset" pe "ar c'hannad". Ar wrizienn Malak a zo e orin anv ar profed Malaki (= va c'hannad).
Ar respont klokañ d'ar goulenn "Piv eo an aeled?" a zo roet gant Hebreed 1:14, "Ha n’int ket holl speredoù oc’h embregañ ur servij, ha kaset evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh?" Sklaer eo eta penaos int speredoù, boudoù speredel. "Kaset" int, ar pezh a glot mat gant o anv: "kannaded".
War a seblant, ez eus lies renkadoù a aeled. Setu anv ar renkadoù meneget (an anvioù a c'hell cheñch un tammig hervez an troidigezhioù):
N'eus met un arc'hael hepken, hag e zere a seblant uheloc'h eget hini an aeled all. Ar wrizienn ARC'H e gresianeg a dalvez "kentañ", pe "pennañ".
Daou ael a zo anavezet dre o anv:
An aeled a zo speredoù, met gellout a c'hellont kemer stumm un den. Ar skouerioù a zo niverus; setu daou anezho en Testamant Kozh ha daou en Testamant Nevez: Geneliezh 19:1, Barnerien 6:11, Yann 20:12, Oberoù 12:7. Posupl eo zoken gwelout un ael hep henn gouzout (Hebreed 13:2). Komz a reont yezhoù dezho o-unan, a c'heller komz ivez gant sikour ar Spered-Santel (1 Korintiz 13:1).
Hervez ar pezh a zo lavaret en Hebreed 1:14, "kaset int evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh". O gwelout a reer eta o tegas kemennadurioù a-berzh Doue, o kalonekaat hag o frealziñ, oc'h aliañ diwar-benn an traoù d'ober en un degouezh bennak, o stourm ouzh nerzhioù an droug. Ar skouerioù a zo re niverus evit menegiñ an arroudoù.
Ur galloud bras a zo ganto (Salm 103:20). Kas a reont da benn barn Doue (war Sodom, Jeruzalem, an Asiriz, Herodez), hag e kasint c'hoazh anezhi (Mazhev 13:49, Diskuliadur pennadoù 8 da 16). Bez' e c'hellont ivez foetañ an douar evit e evezhiañ (Zakaria 1:9-11).
Evel-just e servijont Jezuz hag ec'h azeulont anezhañ (Mazhev 4:11, Mazhev 13:41, Mazhev 25:31, Mazhev 26:53, Lukaz 2:13, Lukaz 22:43, Hebreed 1:6, Diskuliadur 22:16).
Kinnig a reont dalc'hmat ur veuleudi da Zoue (Salm 148:2, Diskuliadur 7:11-12).
O fealded hag o lealded e-keñver an Aotrou a zo peurvat, met krouadurien int eveldomp. Dre-se eo difennet ouzh an dud o azeuliñ, ha n'o deus doare ebet eus an doueelezh (Romaned 1:24-25, Koloseiz 2:18, Diskuliadur 19:10, Diskuliadur 22:9).
Bez' ez eus aeled hag a zo kouezhet; dilignezet int eta bremañ (Mazhev 25:41, 2 Pêr 2:4, Jud 6, Diskuliadur 12:9). Satan e-unan a zo un ael kozh a renk uhel (Lusifer pa oa ael). Kouezhet eo en abeg d'e lorc'h (Izaia 14:4-23, Ezekiel 28:11-19).
Diwar an anv angelus, anv latin an ael, eo deuet an anvioù-badez Ange, Angel, Angelo, Angela, Angeles, hag all.