Kember ar stêrioù Honddu ha Wysg ha kastell kozh Aberhonddu.Iliz-veur Aberhonddu.
Aberhonddu (Brecon e saozneg, gwechall Brecknock) zo ur gêr eus Kembre, e kreisteiz Powys, e kember ar stêrioù Honddu ha Wysg. Ar stêr Tarrell ivez zo adstêr d'ar Wysg nepell.
Gwechall e oa pennlec'h Sir Frycheiniog.
Monumantoù
Iliz-veur Aberhonddu, en anv Sant Yann Vadezour, a voe savet e dibenn an XIvet kantved.
Castell Madog en hanternoz.
Istor
En XIvet kantved e voe savet ur c'hastell gant ar baron norman Bernard de Neufmarche.
E 1188 e tremenas Gerallt Gymro dre Aberhonddu e-kerzh e veaj dre Gembre.