Pridie calendas Maias / Acca Larentia / Florae Ludi III = Deiz diwezhañ kent In Mae / Acca Larentia (displegadenn da zont) / Trivet devezh c'hoarioù gouestlet da Flora.
Europa : Nozvezh Walpurgis, Sankt Walpurgisnacht "Nozvezh sant Walburga" pe Hexenbrennen "Devadur ar sorserezed" en alamaneg ; en nozvezh etre an 30 a viz Ebrel hag ar 1añ a viz Mae e vez lidet, da zerc'hent gouel ar sant brudet evit bout stourmet ouzh ar sorserezh. Berzet eo bet gant an Iliz, met lidet e vez koulskoude evel donedigezh ar gouloù ha deroù an hañv.