Paouez a ra Moxos da vezañ ur greizenn relijiel pouezus e Suamerika (deiziad diasur).
Relijionoù ha mitologiezhioù
Kristeniezh : graet e vez anno Domini eus ar bloaz unan (bloaz 1); merkañ a ra deroù an oadvezh kristen. Dibabet eo bet ar bloaz dave e 525 (pe war-dro) gant ar manac'h Dionysius Exiguus a jedas bloaz ganedigezh Jezuz-Krist. Tabutoù e-leizh zo a-zivout an deiziad kavet gantañ. Pa lenner pizh an Avieloù e c'haller soñjal e vije bet ganet Jezuz 3 pe 5 bloaz a-raok.