Strontiom | ||
---|---|---|
Rubidiom – Strontiom – Itriom | ||
Ca Sr Ba |
![]() | |
Niver atomek | 38 | |
Rummad kimiek | Metaloù prialkaliek | |
Strollad | 2 | |
Trovezh | 5 | |
Aozadur elektronek | [Kr] 5s2 | |
Niver oksidadur | +2 | |
Tredanleiegezh | 0.95 | |
Skin atomek | 215,1 | |
Tolz atomek | 87,62 | |
![]() | ||
![]() | ||
![]() |
Un elfenn gimiek eo ar strontiom ; Sr eo e arouez kimiek, 38 e niver atomek ha 87,62 e dolz atomek. Ur metal prialkaliek eo ar strontiom, evel holl elfennoù ar strollad 2.
Ur metal blot liv an arc'hant eo ar strontiom, a gaver e kailhoù evel er strontianit. Da arvelen e tro pa vez lakaet en aer.
Petra bennak ma kaver strontiom e Stadoù-Unanet Amerika ez eus bet paouezet d'e zastum eno abaoe 1959, ha da fardañ karbonat strontiom (SrCO3) e 2006.
Sina eo ar c'henderc'her pennañ er bed (210 000 tonennad e 2011), dirak Spagn (120 000 t) ; Mec'hiko eo an trede (35 000 t), heuliet gant Maroko, Iran, Arc'hantina ha Pakistan. Un 380 000 t bennak a strontiom a voe kenderc'het er bed e 2011.[1]
E kêr Strontian, e penn Loch Shuaineart e Bro-Skos (Sròn an t-Sìthein e gouezeleg Bro-Skos, "beg run ar boudiged") e voe dizoloet kailh strontianit e dibenn an XVIIIvet kantved.
E 1790 e verzas ar c'himiour norzhiwerzhonat Adair Crawford e oa un elfenn nevez er c'hailh-se. E 1793 e voe ar c'hailh anvet strontit gant ar c'himiour skosat Thomas Charles Hope.
E 1808 e teuas ar c'himiour kerneveurat Sir Humphry Davy a-benn da hiniennekaat an elfenn nevez, a anvas strontiom hervez stumm anvioù ar metaloù prialkaliek all.
Ur metal blot eo ar strontiom, ha govelius eo (tu zo d'e bladañ a-daolioù mailh).
Dazgweredus-kenañ eo ar strontiom : pa vez lakaet e darempred gant dour e ro hidrogen (H) ha hidroksidenn strontiom (Sr(OH)2) ; deviñ a ra en aer en ur reiñ oksidenn strontiom (SrO) ha nitrid strontiom (Sr3N2).
Stabil eo pevar izotop naturel ar strontiom ; 88Sr eo an hini paotañ (82,58 %), kent 86Sr (9,86 %), 87Sr (7,0 %) ha 84Sr (0,56 %).
Skinc'hanet eo 87Sr ivez, da lavaret eo e teu diwar skinoberiegezh 87Rb ; daou zoare 87Sr zo neuze : an hini a zo bet ganet gant stered evel 84Sr, 86Sr ha 88Sr, hag an hini a zo deuet diwar 87Rb.
C'hwezek izotop distabil zo, an hini pouezusañ o vezañ 90Sr (hanter-vuhez : 28,78 bloavezh) ; diwar ar skiriadur derc'hanel e teu, hag e 1986 e kontammas korn-bro Tchornobyl en Ukraina a-c'houde tarzhadenn ur greizenn nukleel.
Kentañ arver ar strontiom e voe ar c'henderc'hañ sukr digant beterabez-sukr dre hidroksidenn strontiom Sr(OH)2 adalek 1849, ar pezh a voe graet en Alamagn betek dibenn an XIXvet kantved ; tremen 100 000 t a hidroksidenn strontiom a veze arveret bep bloaz kent ar brezel-bed kentañ a-benn kaout sukr[2].
Skort eo arveroù ar rubidiom hag e genaozadoù hiziv an deiz, hogen implijet e vez da zisrannañ an TDN, da fardañ neudennoù luc'hek, kleuzeurioù (lampoù), binvioù da welet en deñvalijenn. Servij a ra ivez da gevanaozañ kenderc'hadoù kimiek, ha gant ar c'heziom e vez arveret en horolajoù atomek.[1]
Muioc'h ag arveroù zo da kenaozadoù ar strontiom :
Lod kenaozadoù kemplezh a vez arveret er vezegiezh hag e greanterezh an elektronik.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |